Le livre du roi

lelivreduroiUr studier sirius eo Valdemar pa erru e 1995 e Kopenhagen evit kenderc’hel gant e studioù. Ober a ra anaoudegezh gant ur c’helenner. Souezhet eo un tamm gant doareoù an den, diseven, mezv alies. Met kinnig a ra dezhañ kemer perzh en ur sapre enklask : adkavout Levr ar roue a zo bet kollet gantañ e-pad an eil brezel bed. Den ne oar e sekred met klask a zo war-lerc’h al levr hag ur stagadenn bet kollet ivez gant ur strollad tud dañjerus-tre, nazied chomet stag ouzh o c’hredennoù da vat. An daouad a veajo e Europa, o c’houlennata tud, toullbac’het hag all a-benn kavout al levr-se, teñzor islandat ma ‘z eus unan. Disheñvel mat eus romantoù Erlendur eo Le livre du roi, anat deoc’h. N’eo ket dres memes pal, n’eus ket kement-se a daolennadur sokial evel-just met santet e vez un doare gouennelouriezh etre Daniz hag Islandiz da skouer. Ur soñj a zo plijus avat el levr a zo pouez an traoù, evel un dornskrid, a chomo da viken : petra eo buhez un den e keñver buhez ul levr a vez treuzkaset a dreuz ar c’hantvedoù? Plijus ‘m eus kavet ivez an darempred etre ar c’helenner ha Valdemar, komprenet e vez mat an doare hoal a sant ar studier, ar c’hoant da heuliañ an den-se.

Romant skrivet gant Arnaldur Indridason, embannet e galleg gant Métailié, 12 a viz Gwengolo 2013.

Advertisements

2 Respont to “Le livre du roi”

  1. Ah, dale ‘m eus tapet gant romantoù Arnaldur (ha gant re ar rummad Erlendur zoken). Dav ‘vo din stagañ en-dro ganti. ^^
    Al levr-mañ a zo an hini kentañ am eus prenet war ma lennerez Kobo, bloaz-zo bennak (un nebeut Arnaldur a zo warni bremañ), met n’am eus ket e lennet evit c’hoazh. ‘Maez rummad Erlendur, Le duel a zo mat-tre ivez a-hervezh…
    Ul lennerez a zo ganit ? Fichennaouegoù a c’hellfen kas dit ma peus c’hoant…

    • Opala me ivez!
      Te lâro din da ali pa ‘to bet tro da lenn!
      Ya, ul lenner levrioù niverel ‘m eus, unan Cybook. Me c’hall lenn ar fichennaouegoù digor. Ma n’eus DRM bet war da re e vin laouen o kaout reoù ya! 🙂 Trugarez dit!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: