Z comme Zombies : Houston ? Nous avons un problème…

Z-comme-Zombies-couveHaroz Z comme Zombies a lâr un dra gwir-tre e-barzh al levrenn-mañ : n’eo ket posupl ken digeriñ ul levr pe sellet ouzh ur film hep na vefe kaoz eus zombied. E 2069 e tremen an traoù ha gwirioù a zo gant ar zombied bremañ. E-touez traoù all e vez kinniget dezho mont betek al loar da vevañ ur vuhez nevez. Freddy Merckx a zo pinvidik-mor met skrapet e vez e vugale gant zombied evit goulenn arc’hant digantañ, mont a raio war o lerc’h neuze ha dizoloiñ petra c’hoarvez e gwirionez gant ar zombied a glask mont war al loar. Ul levr bannoù-treset fentus eo met un tamm groz ha meur a-wech ‘m eus soñjet e yae un tamm pell ganti. Ma n’eo ket levr finañ ar bed met n’eo ket nul penn-da-benn kennebeut.Z-COMME-ZOMBIES-T1Istor gant Jerry Frissen, tresadennoù gant Jorge Miguel. Embannet gant Les humanoïdes associés d’an 12 a viz Meurzh 2014.

Advertisements

2 Respont to “Z comme Zombies : Houston ? Nous avons un problème…”

  1. Ar Zombied zo evel ar Sunerien-Gwad, berzh a reont. Tout an dud-se zo tud lontek o tebriñ an denelezh evel ma reomp-ni hon-unan. N’int ket ken disheñvel diouzhimp a-benn ar fin.

    • Ya dres! Se ‘zo ivez evel diazez el levr BT “tud evel ar re all eo ar zombied” ne ya ket kalz pelloc’h ar preder met ken denel hag an haroz hag e familh int, sur.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: