Hikikomori : à l’écoute du silence

hikikomoriAr sizhun tremen eo bet skignet an teulfilm-mañ war chadennoù lec’hel Breizh. Un teulfilm diwar-benn an “Hikikomori” eo, tud a ziviz chom bac’het er gêr e Japan. Dedennus eo an teulfilm peogwir e vez heuliet un toullad tud a zo deuet a-benn da guitaat ar saviad-se, a-drugarez d’ur gevredigezh a ginnig lojañ an dud ha labourat ganto dre stalioù eskemm, lakaat anezho da labourat tamm-ha-tamm…
Ur pevar pe bemp paotr a oadoù disheñvel a vo klevet o tisplegañ pouez ar gevredigezh ha sikour o familh evit mont dreist d’ar saviad-se. Dedennus ‘m eus kavet ober al liamm gant an NEET, am boa bet klevet komz dija, a zo tud dilabour pe gant labourioù dister. Kalz a dud a chom a-sav gant an darempredoù kevredigezhel abalamour d’ar bec’h o deus o kavout labour pe an nebeut a blijadur o deus en o labour. Ne vez ket barnet an dud ha komprenet e vezont zoken. Kavet ‘m eus brav an dibab klevet anezho o komz pa vezent gwelet didrouz war ar skeudenn, un doare da ziskouez ar boan da gemer ar gaoz, da heuliañ an hent ret er gevredigezh… Un teulfilm dedennus ha savet mat.

Un teulfilm savet gant Dorothée Lorang ha David Beautru. Kenbroduet gant Vivement Lundi ! /Blink Productions / Télénantes / TVR / TébéSud / Tébéo. 50 munut, 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: