Fate/Zero 1

fate-zero-tome-1Klevet em boa bet komz eus Fate Stay Night ha Fate/Zero dija met ket e stumm manga. N’on ket bet kendrec’het gant an tresadennoù am eus kavet etre ma n’eo ket dister. Met an istor avat a zo dedennus a-walc’h. Hini un emgann etre familhoù eo : familhoù a vestroni an hudouriezh hag a zo gouest da c’houlenn digant spered un haroz dont da n’em gannañ evito. 7 haroz a zo en holl hag an hini a c’hounezo en doa ar gwir da c’houlenn un het digant ar graal (an hudour hag ar spered). Ur brezel nevez a vo a-benn nebeut a heuliet e vez neuze un toullad eus tudennoù ar brezel da zont. Ur blaz “forzh petra” a zo un tamm gant ar meskaj tudennoù (Arzhur – pe kentoc’h Arzhuria – hag Aleksandr evit ar mare) met dedennus eo war memes tro. Fent a zo ha moarvat e vo kalz emgannoù da zont. Marteze e vefe dedennusoc’h e stumm ur film-bevaat avat? Ma, plijadur ‘m eus bet o lenn al levrenn-mañ ha laouen e vin o c’houzout hiroc’h, e stumm pe stumm.

fatezero1Istor gant UROBOCHI Gen ha TYPE-MOON, tresadennoù gant SHINJIRÔ. Embannet e galleg gant Ototo Manga d’ar 27 a viz C’hwevrer 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: