Is It Fall Yet ?

DariaNe oa ket bet skignet Is It Fall Yet ? war Canal + pa sellen ouzh Daria gwechall, din da c’houzout. N’eo ket gwall dra peogwir e oa posupl kregiñ gant ar bloavezh pemp hep bezañ bet gwelet ar film-se, a gont an hañvezh etre ar pevare ha pempvet bloavezh.
An hañv eo e Lawndale neuze. Jane a ya kuit d’ur c’hamp evit arzourien, Daria n’eo ket deuet a-benn da gomz ganti diwar-benn “afer Tom”. Daria a zo rediet da labourat en ur c’hamp renet gant an ao. O’Neill hag ober a ra anaoudegezh gant familh Tom, eus he zu Quinn a ziviz studial…
Un tammig aes ‘m eus kavet lodenn ar film diwar-benn Jane (met 14 vloaz zo ne oa ket dre ret), met mod all e oa dedennus a-walc’h. A bep seurt skouerioù labourioù hañv a zo. Plijus-tre eo an doare ma klask Daria ober war-dro Link, ur paotrig er c’hamp a lak anezhi da soñjal enni pa oa an oad-se. Dedennus eo ivez emdroadur Quinn a grog da soñjal e c’hall mont en tu-hont d’ar “fashion club”.
Ma, ur rann mat eo hag a servij d’al liammañ an daou bloavezh gant fent forzh pegement ha from!

Rann ispisial 72 munutenn, sevenet gant Karen Disher ha Guy Moore. Stadoù-Unanet, 2000.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: