Game of Thrones – bloavezh 3

game-of-thrones-season-3Kenderc’hel a ra itrikoù a bep seurt Game of Thrones en trede bloavezh. Gwanaet eo ar familh Stark goude emgann Blackwater, ar familh Tyrell a glask tapout beli gant emglevioù gant ar familh Lannister hag all. Un toullad tudennoù nevez a zo er bloavezh-mañ : paotred eus familh Catelyn, ar re d/Tully, Jojen ha Meera Reed a sikouro Bran, Olenna Tyrell, penn ar familh-se, hag all. Lec’hioù nevez a vez gwelet ivez, kenkoulz hag ar re voaz. Plijet on bet kalz gant emdroadur darempred Jaime ha Brienne. Spontet on bet gant ar pezh a c’hoarvez gant Theon Greyjoy daoust din kavout anezhañ displijus-tre, hag all. Diazez ar bloavezh a zo an euredoù (meur a hini a zo), emglevioù etre familhoù hag itrikoù politikel kea! Un tamm re kazi da vareoù zo met plijus-tre ‘m eus kavet da sellet hag hast ‘m eus da c’houzout ar pezh a c’hoarvezo gant an holl. Un toullad filmoù bihan da zisplegañ traoù eus bed Westeros a zo war an DVD, simpl ha berr met plijus bepred.

10 rann tro 55mn bet skignet da zigentañ gant HBO adalek an 31 a viz Meurzh 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: