Dielloù evit Ebrel, 2014

Le livre du roi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Ebrel 30, 2014 by geekezig

lelivreduroiUr studier sirius eo Valdemar pa erru e 1995 e Kopenhagen evit kenderc’hel gant e studioù. Ober a ra anaoudegezh gant ur c’helenner. Souezhet eo un tamm gant doareoù an den, diseven, mezv alies. Met kinnig a ra dezhañ kemer perzh en ur sapre enklask : adkavout Levr ar roue a zo bet kollet gantañ e-pad an eil brezel bed. Den ne oar e sekred met klask a zo war-lerc’h al levr hag ur stagadenn bet kollet ivez gant ur strollad tud dañjerus-tre, nazied chomet stag ouzh o c’hredennoù da vat. An daouad a veajo e Europa, o c’houlennata tud, toullbac’het hag all a-benn kavout al levr-se, teñzor islandat ma ‘z eus unan. Disheñvel mat eus romantoù Erlendur eo Le livre du roi, anat deoc’h. N’eo ket dres memes pal, n’eus ket kement-se a daolennadur sokial evel-just met santet e vez un doare gouennelouriezh etre Daniz hag Islandiz da skouer. Ur soñj a zo plijus avat el levr a zo pouez an traoù, evel un dornskrid, a chomo da viken : petra eo buhez un den e keñver buhez ul levr a vez treuzkaset a dreuz ar c’hantvedoù? Plijus ‘m eus kavet ivez an darempred etre ar c’helenner ha Valdemar, komprenet e vez mat an doare hoal a sant ar studier, ar c’hoant da heuliañ an den-se.

Romant skrivet gant Arnaldur Indridason, embannet e galleg gant Métailié, 12 a viz Gwengolo 2013.

Advertisements

Badlands 1 : L’enfant-hibou

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Ebrel 27, 2014 by geekezig

 

badlands1Perla a glask kompren traoù diwar-benn hec’h hendadoù, liammet gant mojennoù indianed. Ur voest iskis he deus evit kregiñ ec’h enklask, a-dreuz gouelec’hioù Amerika e klasko kavout indianed da sikour anezhi. Levezonet un tamm gant istorioù Lovecraft e seblant Badlands bezañ. Mod all eo ur western gant un dudenn un tamm sexy. N’eo ket displijus da lenn, dudius eo met klasel betek re ha n’ouzer ket re da belec’h ez aio an traoù… badlands_plIstor gant Eric Corbeyran, tresadennoù gant Piotr Kowalski. Embannet gant Soleil d’an 19 a viz Meurzh 2014.

Iron Bound

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Ebrel 27, 2014 by geekezig

iron_boundE Newark er bloavezhioù 60 e tremen istor Iron Bound. Heuliet ‘vez daou baotr eus ur gang. Gwelet e vo ivez tud all eus o gang, enebourien, fliked, mignonezed… Ur bed feuls ha teñval gant tresadennoù a glot mat. Un tamm jenet e oan gant an tresadennoù er penn-kentañ (ne oan ket plijet kement-se) met splujet on tamm-ha-tamm en aergelc’h. An istor n’eo ket souezhus na dreist-ordinal kement-se met ur prantad lenn plijus eo bet evidon.iron_bound_plIstor ha tresadennoù gant Brendan Leach. Embannet e galleg gant ça et là, d’an 20 a viz Meurzh 2014.

Black Op 7

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Ebrel 27, 2014 by geekezig

black_op_7N’am eus ket bet tro da lenn kentañ bloavezh Black Op (6 levrenn) met n’eo ket gwall dra, n’eus ket ezhomm da vezañ heuliet ar re all evit lenn Black Op 7, deroù an eil bloavezh. Istorioù spierien, arc’hant bras hag ur blaz “teorienn an irienn” un tamm. Plijus ha dudius eo, a-drugarez d’an darempred etre an daou spier a rank lakaat da grediñ int dimezet. Un dudi simpl.black_op_7_plIstor gant Stephen Desberg, tresadennoù gant Hugues Labiano. Embannet e ti Dargaud d’ar 24 a viz Genver 2014.

Entourage – bloavezh 8

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Ebrel 27, 2014 by geekezig

ENTOURAGE-season-8Plijet ‘oan bet gant seizhvet bloavezh Entourage m’ho peus soñj mat met gortozet ‘m eus pell a-raok amprestiñ an DVD el levraoueg! Ma, graet eo. Lodennoù ‘zo eus ar bloavezh-mañ o deus plijet din (Vince a glask labourat en-dro, Drama hag e stirad bevaat) met traoù all a zo gwall bounner hag ar fin a zo ur vezh penn-da-benn. Plijet on bet gant ar gelaouennerez a lak Vince da soñjal war e darempred gant ar merc’hed met seblantout a ra pep tra kaset d’ar boubellenn da c’houde. E a zo c’hoazh gant e istorioù eured nullet hag all hag all. Ma, Drama hag Ari a zo pennoù bras ar bloavezh (evel boaz?). Siwazh ec’h echu pep tra en un happy ending droch a-walc’h. N’on ket bet plijet kement-se gant ar c’hameoioù kennebeut… Ma, tammoù fentus a zo evel-just ha c’hoant am bo da welet ar film a zo filmet er mare-mañ met n’on ket bet plijet gant ar fin evit ar stirad-mañ a zo dizingal da vat memestra!

Stirad amerikan, 8 rann tro 22 munut. Bet skignet gant HBO e 2011.

Z comme Zombies : Houston ? Nous avons un problème…

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Ebrel 14, 2014 by geekezig

Z-comme-Zombies-couveHaroz Z comme Zombies a lâr un dra gwir-tre e-barzh al levrenn-mañ : n’eo ket posupl ken digeriñ ul levr pe sellet ouzh ur film hep na vefe kaoz eus zombied. E 2069 e tremen an traoù ha gwirioù a zo gant ar zombied bremañ. E-touez traoù all e vez kinniget dezho mont betek al loar da vevañ ur vuhez nevez. Freddy Merckx a zo pinvidik-mor met skrapet e vez e vugale gant zombied evit goulenn arc’hant digantañ, mont a raio war o lerc’h neuze ha dizoloiñ petra c’hoarvez e gwirionez gant ar zombied a glask mont war al loar. Ul levr bannoù-treset fentus eo met un tamm groz ha meur a-wech ‘m eus soñjet e yae un tamm pell ganti. Ma n’eo ket levr finañ ar bed met n’eo ket nul penn-da-benn kennebeut.Z-COMME-ZOMBIES-T1Istor gant Jerry Frissen, tresadennoù gant Jorge Miguel. Embannet gant Les humanoïdes associés d’an 12 a viz Meurzh 2014.

Stern Gang

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Ebrel 14, 2014 by geekezig

stern_gangMa, divizet ‘m eus kregiñ ‘barzh ar bern levrioù bannoù-treset ‘m eus da lenn a-benn miz Mae. En o-zouez emañ Stern Gang. Ul levr a gont un tamm sponterezh da vare krouidigezh stad Israel, stourmoù feuls a-enep ar Saozon. Luziet-tre eo al levr, ur bern titouroù a zo, anvioù hag all, ur gwir teul-levr. Pezh a zo, n’eo ket aes da heuliañ tamm ebet hag an tresadennoù na sikouront ket kement-se da gompren an hollad. Poanius ‘m eus kavet lenn Stern Gang, daoust din kompren e oa pouezus an testeni, ar pezh a oa kontet. Ne gav ket din e vefe bet dibabet ar media mat…stern_gangdIstor gant Luca Enoch, tresadennoù gant Claudio Stassi. Embannet e galleg gant La boîte à bulles, 20 a viz Meurzh 2014.

%d bloggers like this: