Jack et la mécanique du cœur

jack-et-la-mecanique-du-coeurPlijet a-walc’h on gant levrioù Mathias Malzieu. Plijet on ivez gant sonerezh Dionysos ha gant ar filmoù bevaat. N’em boa abeg ebet da chom hep mont da welet Jack et la mécanique du cœur, anat deoc’h!
Jack a zo ur paotrig bet ganet devezh yenañ ar bed, skornet eo bet e galon. Un horolaj en deus e plas neuze met arabat eo dezhañ bezañ amourous, dañjerus spontus eo evitañ. Pezh a zo, ne vo ket evit chom diseblant dirak Miss Acacia a welo e stradoù Dinedin… Goude ur gwallzarvoud en e skol e ranko tec’hout, kavout a raio Georges Méliès war e hent hag asambles e yefont betek Andalousia…
Un tamm aon em boa e vefe ur c’hlip hir. Penn-kentañ ar film a c’hall reiñ ar santad-se, anat, met goude ur prantad ‘m eus kavet e teue a-benn da vont dreist d’ar sonerezh. Un azasadenn a-feson eo me gav (met n’em boa ket soñj dre ret eus pep tra). Fent a zo, moutik eo. Un tamm souezhet on bet gant neuz poupinell an tudennoù met klotañ a ra a-walc’h gant an aergelc’h gotiko-romantel, Tim Burton skañv a zo gant bedig Mathias Malzieu. Iskis ‘m eus kavet ivez an neuze stop-motion a oa gant lodennoù ‘zo. Un tamm keuz eus teknikoù “gwechall” ? Brav a-walc’h eo an disoc’h evit ar re a zo plijet gant sonerezh Dionysos evel-just, mod all eo e vo start un tamm ‘m eus aon.

Film sevenet gant Stéphane Berla ha Mathias Malzieu. Frañs, 5 a viz C’hwevrer 2014, 1e34.

Advertisements

2 Respont to “Jack et la mécanique du cœur”

  1. Pfui! E miz C’hwevrer e oa er salioù teñval? Soñjal a rae din kas ar verc’hid da welet anezhañ… C’hwitet. Petra? Ne heulian ket ar pezh a c’hoarvez er bed?… E c’hallfe bezañ.

    • Ya met bet on o welet da vare “nevez-amzer ar sinema”, marteze e vez skignet c’hoazh e salioù zo! 🙂
      N’eus ket amzer da dapout pep lec’h bepred hañ !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: