The Grand Budapest Hotel

grand-budapestGwechall gozh e oa brudet ar Grand Budapest Hotel. Ur skrivagner a zo du-hont hag a chom da gomz gant perc’henn al lec’h. Kontañ a raio neuze e istor, hini an ostaleri hag evel-just, hini Monsieur Gustave. Setu ni partiet en un istor leun a fent, a bep seurt troioù-kaer, taolioù gwidre, ijinadennoù, tudennoù farsus ha droch, livioù e-leizh ha me oar me. Stil Wes Anderson da vat, gant tudennoù am eus kavet kalz dedennusoc’h evit reoù e filmoù diwezhañ. Zero a zo un haroz a live gant hini Rushmore evidon-me. Ur gwir blijadur eo ar film, saourus evel gwastilli Mendl. En tu-hont d’an traoù-se ez eus ivez ur sell war Europa ar bloavezhioù 30, un noblañs erru skuizh ha diboell un tammig. Teneridigezh hon eus dre ret evit Monsieur Gustave, barzh ha gast, mestr buhez ar Grand Budapest Hotel. Un taol-kaer eo The Grand Budapest Hotel, dreist-holl goude un nebeudig filmoù dipitusoc’h (d’am meno) a-berzh Wes Anderson.

Film sevenet gant Wes Anderson. Stadoù-Unanet, Alamagn, (26 a viz C’hwevrer) 2014, 1e39.

Advertisements

2 Respont to “The Grand Budapest Hotel”

  1. Yeah ! Adkavet ‘meus ar blijadur he doa ar plac’hig ma oan gant an istorioù “c’hwi ni eo an haroz”, ur seurt gontadenn evit ar vugale, re feulz skeudennoù zo evito avat, daoust da fent lod : hini ar vizied o vezañ troc’het gant an nor… tost ouzh ur gag gant Tex Avery !
    Plijadur ‘meus bet gant ar ginkladur hag ar fotografiezh dreist-holl : kempennet betek re, a-gemparzh, netra o tipaseal… ha ken vintage an traoù, an arrebeuri, an dilhad ma ro c’hoant mont da ginklañ e saloñs gant Formica diouzhtu (… pas ?). E berr komzoù : un eyegasm a-hed ar film !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: