Etranges rivages

etranges_rivagesPetra foeltr a zo c’hoarvezet gant Erlendur pa oa e vakañsoù?! Setu un tamm ar pezh e oamp holl erru krog da soñjal e keit ma oa kenseurted ar poliser oc’h enklask e-barzh La rivière noire ha La muraille de lave. Setu respontoù a-benn ar fin! Evel boaz eo aet Erlendur da bourmen e lec’h ma oa bet o chom pa oa bugel, e koun e vreur. Klevet a ra komz eus ur plac’h a vefe bet steuziet kuit, un tamm evel e vreur. Tizhet don gant istor ar plac’h-se e tiviz klask war he lerc’h, atersiñ an holl diwar-benn an istor-se, betek bezañ skarzhet kuit, betek ober traoù digredus ha ‘maez lezenn, betek kavout ar wirionez, da vat.
Ne oan ket dre ret o c’hortoz seurt istor, n’ouzon ket perak e kave din e vefe kalz spontusoc’h evit Erlendur. Evel boaz avat eo penn-kalet ha torr-penn gant an dud tro-dro dezhañ, ur blijadur eo e adkavout! Trist eo istor Mathildur ha reiñ a ra tro ivez da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn bugaleaj Erlendur hag ar bec’h a lak warnañ abaoe m’eo marvet e vreur. Ul levrenn dedennus evit kompren an enklasker diazezet kalz war santimantoù, an ezhomm da c’houzout ar wirionez a-benn klozañ ar c’hañv. N’emañ ket e-touez ma istorioù karetañ met a-bouez e oa evit emdroadur an dudenn d’am soñj. Ur romant plijus neuze.

Romant islandat skrivet gant Arnaldur Indridason. Embannet gant Métailié d’ar 7 a viz C’hwevrer 2013.

Advertisements

6 Respont to “Etranges rivages”

  1. Salud, plijet on bepred gant ho notennoù a lennan reol.
    N’on ket deuet a-benn da spisaat perak e kavan iskis ho prezhoneg a-wechoù. Skouerioù ‘m eus klasket a lakaan amañ dindan, nemet peogwir ho poa savet ar goulenn.
    Troiennoù “ouzh ar vevenn” a arverit ha ne ouzer ket bepred hag eo ur stil pe un degouezh. Neuze, pezh a c’hellfe bezañ fentus, hag a zo fentus a-wechoù, a zeu a-wechoù da vezañ ur skoilh d’al lenner ac’hanon.

    Er poz-mañ :

    Petra foeltr a zo c’hoarvezet. Petra ar foeltr…Petra an tanfoeltr zo c’hoarvezet… Ne reer ket mui gant “a” rannig verb e seurt degouezh. (Diaes eo bet din emvoaziañ ouzh ar furm nevez-se.)

    da bourmen e-lec’h ma oa o chom… El lec’h… a gomprenfen aesoc’h. Kompren a ran e pourmen an dudenn e-lec’h chom… Marteze eo ar pezh a zo da gompren.

    “Klevet” a ra komz eus ur plac’h a vefe bet “teuzet” kuit… Klevout/klevet dibabet eo bet ar furm en “out” evit na veskañ gant an adanor “klevet” ha bremañ e tistro an dud gant ar furm da heul ar skolveurieg a gav din ? Perak ? Amañ er frazenn hon eus “klevet (anor), bet, teuzet (adanor)…
    Moarvat eo “steuziet” a vefe mat ? Nemet e vefe ar plac’h teuzet gant ar skorn dindan an heol. Meskañ a raen an daou verb-se…

    traoù digredus ha maez lezenn… Hag eo “er-maez” a zo ret kompren pe get ? Maez lezenn a c’hellfe talvezout war zachenn al lezenn, e-barzh… Marteze e rit dave d’ur parlant bennak ? D’ar mare-se e vefe ezhomm eus ur skrab marteze : ‘maez lezenn.

    torr-penn gant an dud tro-dro dezhañ… Kavout a ran resisoc’h arver “en-dro” en un degouezh eus ar seurt. An dud e darempred gantañ e vefe evidon. Aze eo distanoc’h an traoù gant “tro-dro”.

    diazezet kalz war santimantoù… Hag ez eus anv eus ar pezh a soñj an enklasker (santimantoù = soñjoù) pe eus e drivliadoù, eus e from (santimantoù lakaet e-lec’h trivli) ? En degouezh diwezhañ-mañ, arver “santimant” a rafe dave d’ur parlant, pe d’ur rannyezh, pe d’ ur riskladur ster diwar ar galleg “sentiment”… Evit ar blijadur ?

    Er poz kent :

    Un den o tiwall un ti-gar… Ober a rafen gant “porzh-houarn”. Ti-gar zo ur ger koshaet, pe rannyezhel, pe komzet… Va rannyezh, va yezh komzet zo ar galleg… Pa skrivan e brezhoneg e tilezan va rannyezh a gavan kaer koulskoude. Ar meskaj n’eo ket mat evidon, nemet e c’hell bezañ fentus pa ‘z eo arveret a-ratozh kaer.

    Er poz kent kent :

    War memes tro e klask… Amañ ivez ur skouer eus ur stil, war “ar” memes tro e vefe pe war un dro… ‘memes tro…

    • Demat Yann-Ber ha trugarez evit ho kemennadenn resis ken ken! Traoù zo a reizhin (dievezh : evel “e-lec’h” ha “teuzet”/steuziet evel-just!), traoù all a laoskin. Ur blog an hini eo, hag a-wechoù e ran gant troiennoù komzet. Na skrivan ket skridoù kaer met alioù, peadra da eskemm. Me gav din e rank chom un tamm naturel, un tamm disoursi gant ma n’eo ket direizh pe digomprenus da vat. Spi ‘m eus ne viro ket ouzhoc’h da lenn ma fennadoù da zont!
      N’am eus ket komprenet perak na reer ket gant ar rannig verb er skouer kentañ avat ?
      Trugarez adarre evit ho respont aketus.
      A galon,

      • Chalet on mar hoc’h eus soñjet e rebechen deoc’h un dra bennak. O klask respont d’ur goulenn hoc’h eus graet pell ‘zo a-zivout un droienn giz “brezhoneg iskis” arveret ganin edon. C’hwitet ‘m eus brav war a hañval diouzh ersav ho keneil.
        Ne vennan ket divankañ pezh a zo skrivet gant an dud. Labour zo gant an nebeut a skrivan ha laouen on e vefe tud evit divankañ va skridoù ingal.
        N’ouzon ket perak eo bet skarzhet “a” met kavout a rin unan bennak evit displegañ din an traoù.
        Lenn a rin c’hoazh ho pozioù peogwir int plijus ha pa reont dave da filmoù ha bandennoù treset dudius alies.
        Paouez a rin avat da aloubiñ ho tachenn gant prepozioù dister. Mil digarez.

  2. Yann e vazh houarn Says:

    Yann-Ber,

    Ya, fazioù zo. Fazioù a vez ingal. Mankoù, dievezhted h.a. Ha neuze ‘ta? Ur blog eo evel ma lavar Geekezig, n’eo ket un oberenn lennegel. Gwir eo e vefe mat lakaat muioc’h a evezh ur wech an amzer 😉

    N’emaon ket a-du ganeoc’h avat diwar-benn meur a dra.
    Dirak “zo” e c’haller lakaat “a” n’eo ket direizh. Un eeunadenn eo diwar levezon ar verboù all. Ma krogomp evel-se e c’hallomp ivez dilezel ar stummoù “emaon, emaout, emaomp, emaoc’h” ha n’int ket reishoc’h eget “a zo” e-keñver istor ar yezh, nag e-keñver an implij (digarez an arver) a vez graet anezhe.

    Klevet/Klevout… e-pad ur mare e oa bet dibabet an dibenn -out, gwir eo. An hevelep koulz ha ma oa bet divizet lakaat “a” dirak “zo”. N’haller ket rebech ober gant gizioù kozh diouzh un tu hag erbediñ ober gante diouzh an tu all. Ar stummoù -et a vez kavet e geriadur brezhoneg An Here.

    Tro-dro da ub n’eo ket direizh. Pismigañ a rit.

    Santimant: lennit e geriadur brezhoneg An Here ster ar ger.

    Ti-gar ur ger eus ar yezh komzet? Ha petra ‘vern? Grit gant porzh-houarn ma fell deoc’h. N’eo ket difennet ober gant ti-gar, nondegast!

    Ma vefe dav difenn ouzh an dud ober gant ti-gar e vefe kenkoulz all difenn ouzhoc’h ober gant “anor” hag “adanor” hag a zo gerioù gros evit meur a hini.

    Gwelloc’h e vefe klozañ ar gaoz, Geekezig, ha kuzhat an diviz-mañ pa ne denn ket d’al levr e-unan met d’ar yezh zo ez plog dre vras.
    Marteze e c’hallfes sevel ur pennadig evit displegañ splann e vefe sevenoc’h ober evezhiadennoù dit war da lavar war-eeun dre bostel?

    • Ne zifennan tra ouzh den, ne ran nemet kinnig va soñj. War a hañval eo digomprenadus, pe ne oa ket al lec’h… Ne ‘m boa lec’h all ebet avat da skrivañ a-zivout pozioù ar blog-mañ eget er blog-mañ. A-du a-walc’h on evit ma vefe diverket an eskemm.

  3. Ma, tudoù!
    Chomomp sioul. Da gentañ tout : na ziverkin mann ebet. Ral eo din kaout evezhiadennoù neuze kenkoulz profitañ!
    A-du on avat evit resev seurt evezhiadennoù kentoc’h dre bostel war-eeun ar wech a-zeu. (geekezig[a]gmail.com, chomlec’h a c’haller kavout er bajenn “Piv on?”)
    Reizhet ‘m eus traoù zo, miret traoù all. Evit an “a” e choman war ma soñj, peogwir em eus kavet skouerioù e YBB a chom ul levr a galite a gav din! 😉
    Klozomp ar gaoz neuze. Pedet eo an holl da gas evezhiadennoù diwar-benn ar yezh/ma fazioù dre bostel hag evezhiadennoù diwar-benn an danvez amañ. Mat eo? 🙂
    Trugarez deoc’h da genderc’hel da lenn ma blog.
    A galon,

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: