Rosko 1 – Per Svenson doit mourir aujourd’hui

rosko1Un istor skiant-faltazi eo Rosko. Per Svenson en deus muntret ur bern tud, en o-zouez ur familh a oa o lidañ deiz-ha-bloaz ur plac’hig. Harzhet eo bet gant Rosko, implijad un embregerezh polis prevez. Un toullad bloavezhioù war-lerc’h emañ ar vro o votiñ evit gouzout e peseurt doare e vo kastizet a varv Per Svenson, evit un abadenn skinwel. Renerez ar chadenn a ziviz luziañ un tamm an traoù a-benn brudañ an abadenn : laosket e vez Per Svenson da vont kuit. Sañset e oa da vezañ adtapet gant poliserien resis met trenkañ a ra an traoù. O pourmen emañ ar sod, un doare fanatik relijiel, ha klask a ra roud ar plac’hig a oa chomet bev, bremañ krennardez. Goulennet e vez sikour Per Svenson, a zo kendrec’het e oa bet dija skoemp an traoù da vare an darvoudoù, ma na vefe ket bet rediet da c’hortoz ar gelaouennerien evit mont e vefe chomet bev ar familh…
Dedennus-tre ‘m eus kavet an istor (klasel met efedus), spontus ar gevredigezh deskrivet ha lusket mat an traoù. Sañset e vo teir levrenn, hast ‘m eus lenn peurrest an istor da c’houzout pep tra! An tresadennoù n’int ket dreistordinal met klotañ a reont mat gant an istor, n’int ket displijus kennebeut. Ur souezhadenn a-feson!

Istor gant Zidrou, tresadennoù gant Alexei Kispredilov, embannet gant Delcourt d’an 29 a viz Genver 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: