Carthago Adventures – Chipekwe

carthago_chipekweN’anavezan ket an dastumad Carthago met sañset n’eus ket ezhomm evit lenn levrennoù Carthago Adventures. Un den kozh  ha pinvidik a ya da glask war-lerc’h ul loen mojennel en Angola : ar Chipekwe. Kas a ra gantañ un den yaouankoc’h a genlabour a-wechoù gantañ hag e vignonez. Kontet e vez a bep seurt istorioù dezho. Istorioù bet lennet dija. N’eo ket displijus penn-da-benn met n’eus netra souezhus. Ar pezh am eus kavet start da c’houzañv a oa an tresadennoù, techet eo Fafner da gemer skouer war aktourien evit e dudennoù : Ian McKellen, George Clooney ha Catherine Zeta-Jones war a seblant. Un tamm torr-penn eo an tech-se ha dre vras n’eo ket brav an disoc’h. Ul levr bannoù-treset a galite etre.

Istor gant Christophe Bec, tresadennoù gant Fafner. Embannet gant Les Humanoïdes Associés, d’ar 5 a viz C’hwevrer 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: