Broken Age – Act I

broken-age-titleMarteze ho peus bet klevet komz diwar-benn Broken Age abalamour d’an doare m’eo bet arc’hantet. E-touez brasañ raktresoù kickstater emañ c’hoazh hag anat eo unan eus ar raktresoù n’eus lakaet brud war an doare-se da c’houlenn arc’hant ha da grouiñ traoù nevez. N’on ket da chom re bell da gomz diwar-benn-se, ur bern lodennoù all a zo d’an afer met n’on ket dedennet dre ret.
Me ‘zo e touez an dud n’o deus ket kemeret perzh da vare ar c’hickstarter met a zo bet o rakprenañ al lodenn gentañ (ya ya rak ar c’hoari a zo e div lodenn abalamour n’eo ket bet meret mat an arc’hant, ahaha.).
Petra eo Broken Age neuze, peogwir oc’h erru skuizh o lenn ma c’hozh kaozioù ?! Ur point ‘n’ click eo. Div dudenn a zo d’ar c’hoari : Vella eus un tu ha Shay eus an tu all. Posupl eo c’hoari pep tra gant unan diouto pe cheñch a bep eil pa fell deomp. Evel-se ‘m eus me graet evit cheñch aergelc’h ur wech an amzer. N’eus liamm ebet etre an istorioù. Vella a zo sañset da vezañ aberzhet d’un euzhvil, Mog Chothra, met n’he deus ket c’hoant. Klask a raio un doare da stourm ha da lazhañ an euzhvil. Shay a zo enaouet meurbet war vourzh un egor-lestr. An urzhiataer a ren al lestr a zo “e vamm”, ha bepred e vez lakaet d’ober traoù diriskl da vat. Un deiz e kav Marek, ur bleiz iskis, a ginnigo dezhañ mont da saveteiñ boudoù, un tamm nevezenti!Broken-Age2Plijus-tre eo ar mouezhioù (Elijah Wood en o-zouez, da skouer), fent a zo evel-just ha dreist-holl : brav eston eo!!! Ur bam. Evel ur c’haer a levr evit ar vugale lakaet da fiñval, digredus eo.
Ur point ‘n’ click klasel eo mod all : mont war-raok, komz gant an dud, dastum traoù, implijout un dra da lakaat traoù da c’hoarvezout. Un toullad “luziadelloù” a zo met n’int ket start tamm ebet. Simpl-tre eo an etrefas, ur varenn a zo en traoù da welet ar pezh a zo ganeomp (n’eus ket kant tra forzh penaos, pezh a cheñch un tamm eus c’hoarioù all) hag evit cheñch “tu” gant Shay pe Vella. broken_ageN’eus netra dreist-ordinal met plijus-tre eo ar santad c’hoari. Domaj eo vefe ken berr (4eurvezh bennak) avat…
Echuiñ a ra al lodenn gant ur sapre cliffhanger a ro c’hoant da vat da c’hoari d’an eil lodenn. Hast ‘m eus!

C’hoari point ‘n’ click evit 1 c’hoarier, diorroet hag embannet gant Double Fine Productions. Da bellgargañ hepken war PC, Mac, Linux/GNU, iPhone hag Android abaoe an 28 a viz Genver 2014.

Advertisements

Ur respont to “Broken Age – Act I”

  1. […] deuet er-maez c’hoari Broken Age klok. Pediñ a ran ac’hanoc’h da lenn ma ali war al lodenn gentañ, pa oa diglok ar c’hoari, em boa embannet ouzhpenn 1 bloaz zo. Hir eo bet gortoz an eil […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: