Life of Pi

Life_of_PiAnzav a ran diouzhtu e oan e touez an dud a zo chomet hep mont da welet Life of Pi er sinema abalamour ma seblante goullo an istor ha diazezet war an efedoù ispisial hepken, gant loened ouzhpenn. Goude-se em boa soñjet ne talveze ket ar boan e sellet war skrammig ar c’harr-nij ha setu-me neuze o sellet ouzh ar Blu-Ray. Tennet diwar levr Yann Martel eo ar film, ha gwelet e vez tudenn Yann Martel er film, o vont da atersiñ “Pi kozh”. Deuet eo da selaou anezhañ o kontañ ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ pell ‘zo, pa oa 17 vloaz. Gwelet e vo da gentañ bugaleaj Pi e Indez gant e familh a oa perc’henn war ur zoo. D’ur mare zo e tivizont mont da Ganada da vevañ, setu neuze int holl o vont war vourzh ur pezh bag gant tout al loened. Ur sapre gwallzarvoud a vo ha rediet e vo Pi kenvevañ war ur vag-sikour gant an tigr, a blije kement dezhañ. Heuliet e vo neuze Piscine (e anv gwir!) o klask chom bev. Elfenn bouezusañ ar film a zo anat ar skeudennoù : brav eston. Aon am boa rak an tigr faos met graet eo mat ha kendrec’hus eo. Da vareoù ‘zo ‘m eus santet traoù a oa moarvat soñjet evit an 3D met n’eo ket re c’hrevus. Un istor simpl a-walc’h ha jentil eo a soñje tud zo met kalz plijadur ‘m eus bet me o sellet ouzh ar film-se.

Film sevenet gant Ang Lee. Stadoù-Unanet, 2012, 2e05.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: