Lawless

lawlessE 1931 e stad Virginia e tremen an traoù. Difennet eo an alkool ha reuz a zo e Chicago gant a bep seurt pennoù bras ar mafia. War ar maez eo simploc’h an traoù, emglevioù etre poliserien ha tud a ra alkool a zo ha mat pell ‘zo. Ar vreudeur Bondurant a zo e-touez an drafikerien. Pa erru un den eus Chicago da “naetaat” e fell dezho chom gant o doare da ober. An tri anezho n’o deus ket dre ret ar memes doare da welet an traoù avat…
Ur film feuls-tre eo Lawless, start da c’houzañv da vareoù zo. Dedennus-tre eo avat ha plijus da sellet, ur meskaj efedus etre film gangster ha western kazi. Dedennus ‘m eus kavet an tudennoù (Jack, dreist-holl, souezhet on bet gant Shia LaBeouf!), un tamm re spontus e oa tudenn Rakes avat marteze. Ma, plijus-tre ‘m eus kavet ar film!

Film sevenet gant John Hillcoat. Stadoù-Unanet, 2012, 1e55.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: