August : Osage County

August-Osage-County-movieAugust : Osage County a zo dres an doare film a lak da soñjal “na sioul eo ma familh!”. Goude emlazh Beverly ez eus ur pred goude e obidoù, evel-just. Ur mare start evit an holl, ken drouk eo intañvez an den. Ur bern sekredoù a vo diskuilhet ivez…
Un istor “familh” klasel a-walc’h eo a-benn ar fin. Santet e vez ingal eo tennet diwar ur pezh-c’hoari avat. Da vareoù ‘zo e kuitaa endro an ti, ur c’hoant profitañ eus ar sinema sur a-walc’h met an tammoù kreñvañ a zo anat en ti, war “al leurenn”. Reiñ a ra c’hoant gwelet ar pezh c’hoari kazi. Plijet on bet gant tudennoù Ivy (ar c’hoar tavedek) ha Charles (an eontr). N’am eus ket kavet hir ma amzer daoust d’ar prantadoù start a zo er film. Digor a-walc’h eo ar fin, laouen e vefen da gaozeal diwar-benn-se gant ar re a vo bet o welet ar film! ^^

Film sevenet gant John Wells. Stadoù-Unanet, (26 a viz C’hwevrer 2014 war skrammoù ar C’hwec’hkorn) 2013, 2e01.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: