Dielloù evit Meurzh, 2014

Amélie Nothomb, une vie entre deux eaux

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Meurzh 31, 2014 by geekezig

AMeLIENOTHOMB-UnevieentredeuKaoz a zo eus an teulfilm-mañ e-barzh La nostalgie heureuse ha start eo chom hep kaout c’hoant sellet outañ goude bezañ bet lennet ar romant! Gwelet ‘vo Amélie Nothomb Kobe, en he skol, gant Nishio-san (ur prantad kentoc’h fentus el levr, fromus-kenañ er film), o pourmen e Kyoto ha kostez kêriadennoù bet distrujet gant tsunami 2011. Traoù all a vo gwelet ivez, diwar-benn penn-kentañ he buhez skrivagnerez (den na grede e c’halle bezañ bet skrivet Hygiène de l’assassin gant ur plac’h yaouank!), he darempred gant he lennerien ha lennerezed hag all. Un teulfilm berr evel-just met ur poltred klok a-walc’h ha kentoc’h brav eo eus ar skrivagnerez. Ur sell all war darvoudoù La nostalgie heureuse.

Teulfilm sevenet gant Luca Chiari. Produet gant Cinétévé gant skoazell France Télévisions (bet skignet war France 5), 2012, 52 munut.

La nostalgie heureuse

Posted in Levrioù with tags , , , on Meurzh 30, 2014 by geekezig

nostalgie_heureuseO klask peadra da lenn en tren e oan ha setu me o welet e oa romant diwezhañ Amélie Nothomb e stumm levrel da amprestiñ el levraoueg. N’em eus ket bet ezhomm da brederiañ e-pad pell neuze. N’am boa lennet netra diwar-benn ar romant-mañ, ne daolan ket kement a evezh ken war pezh a ra ar skrivagnerez. Na laouen e oan o welet e oa ur romant diwar he fenn ha diwar-benn Japan. La nostalgie heureuse a gont ur veaj he deus graet e 2012 gant ur skipailh skinwel a rae un teulfilm diwar he fenn. Profitet he deus evit distreiñ da g/Kobe, gwelet en-dro Nishio-san, he skol hag evel-just Rinri, he danvez-gwaz, tudenn Ni d’Ève, ni d’Adam (a zo a-bell ma romant karetañ skrivet ganti). Me ivez a zo em frantad hiraezh, ‘bloaz zo e oan e Japan. Na plijus e oa lenn diwar-benn trouzioù heverk bro Japan (ar c’hleier o tintal pa ziskenn balieroù treuzennoù a-rez an hentoù-houarn), bleuñv ar gwez kerez, manegoù ar vlenierien a bep seurt…
Gant from ha fent e tistro Amélie war roudoù he bugaleaj hag he buhez plac’h yaouank ha gant plijadur hon distroet ganti, a-drugarez d’he skrid.

Romant skrivet gant Amélie Nothomb. Embannet gant Albin Michel, 21 a viz Eost 2013.

Her

Posted in Filmoù with tags , , on Meurzh 30, 2014 by geekezig

herTheodore a zo ur paotr digenvez. Ur bloaz zo bennak ne vev ket gant e wreg ken met poan en deus o sinañ paperioù an torr-dimeziñ. Divizout a ra prenañ ar reizhiad korvoiñ (OS) nevez, gant naouegezh artifisiel ha personelaet hervez an implijer. Samantha eo e hini. Tamm-ha-tamm, gant he sell nevez war ar bed e krogo Theodore da gaout spi en-dro, betek ma yafe donoc’h o darempred, betek ma tiwanfe karantez etrezo.
Plijet on bet gant aergelc’h iskis Los Angeles ar film, pell eus ar skeudennoù boaz (un toullad lodennoù a zo bet filmet e Shanghai). Plijet on bet ivez gant an tu “skiant-faltazi” ur gevredigezh n’eo ket ken pell-se eus hon hini, ne ra ket aon dre ret, seblantout a ra naturel a-walc’h. Plijet on bet gant kaerder ar skeudennoù, al livioù (nebeut a c’hlaz, iskis hirie an deiz!), ar gouleier (naturel). Plijet on bet gant emdroadur an tudennoù (Theodore o vont dreist e istor karantez a-drugarez da Samantha, Samantha o tizoloiñ ar bed hag o prederiañ warni hec’h-unan a-drugarez dezhañ). Ur santad iskis ‘m eus bet e pad ar film, moarvat abalamour da Joaquin Phoenix met kavet am eus e oa heñvel eus Two Lovers (film James Gray), un doare tu kontrol un tamm : gant ar mor hag an doenn. Fromus kenañ ‘m eus kavet mennozhioù zo, frazennoù zo. Ar c’houblad a zo gwir ha brav met plijus ‘m eus kavet ivez an eiltudennoù : Amy ha gwreg Theodore da skouer. N’eus den disi ebet… Melkoni ha kaerder, tristidigezh ha spi, digenvez ha prantadoù joa… Tapet on bet en istor ha laouen e vefen o welet en-dro kement a draoù a zo e Her daoust d’e lusk gorrek ha sioul. Ur film diwar-benn ar gevredigezh eo, hag an an dazont, ur film a breder diwar-benn ar naouegezh artifisiel, ar garantez evel-just. Ur film karantez ha preder neuze…

Film sevenet gant Spike Jonze. Stadoù-Unanet, 2013 (19 a viz Meurzh 2014 e sinemaoù Frañs), 2e06.

The LEGO® Movie

Posted in Filmoù with tags , , on Meurzh 29, 2014 by geekezig

Lego_movieUr film Lego? Seblantout a ra droch un tamm, ‘gav ket deoc’h? Me lâr deoc’h n’eo ket. TAMM EBET. Ma… Un tamm droch eo, evel-just met droch dreist!
Ur vuhez sioul ha hervez ar reolennoù a zo gant Emmet betek ma welfe ur plac’h yaouank koant o furchal en e lec’h labour. Dre zigouezh e kavo ar paotr ur pezh lego iskis ha setu lañset ur sapre istor. Rak un diougan a zo : an den a gavo ar pezh lego-se en do ur perzh a-bouez bras e-kerzh un darvoud spontus. Emmet n’eo ket gwall fin na netra met dont a raio a-benn, gant ur bagad tud all da sevel ur raktres evit tallañ ouzh Lord Business a fell dezhañ pegañ an holl lego ha kondaoniñ anezho da chom difiñv.
C’hoarzhet ‘m eus forzh pegement dirak ar film. Fent droch ha daveoù a-vil-vern a zo, ur blijadur! Brav eo ar film ouzhpenn, ur striv a zo bet graet evit reiñ un neuz stop-motion da vareoù zo. E gwirionez ‘m eus kavet e klote da vat gant un istor/film a c’hallfe bezañ bet ijinet ganin, ganeoc’h, gant forzh piv, pa oamp bugale, o c’hoari gant hon lego. Onest eo, gwir. Me gav.
Unikitty ‘zo dreist, Batman ‘zo dreist (Darkness!), ar frazenn “Rest in pieces” a zo gwellañ ar bloaz evit ar mare ha dreist-holl n’eo ket sot tamm ebet “ar gentel” (dic’hortoz ouzhpenn). Un doare da enoriñ spered ar poelladoù frank, an ijin, kaerder ar c’hoari.
Ma, setu, dreist da vat ‘m eus kavet ha ne lârin mann all ebet estreget… Everything is AWESOME !

Film sevenet gant Phil Lord ha Chris Meller. Stadoù-Unanet & Aostralia, (19 a viz C’hwevrer) 2014, 1e40.

Jack et la mécanique du cœur

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 28, 2014 by geekezig

jack-et-la-mecanique-du-coeurPlijet a-walc’h on gant levrioù Mathias Malzieu. Plijet on ivez gant sonerezh Dionysos ha gant ar filmoù bevaat. N’em boa abeg ebet da chom hep mont da welet Jack et la mécanique du cœur, anat deoc’h!
Jack a zo ur paotrig bet ganet devezh yenañ ar bed, skornet eo bet e galon. Un horolaj en deus e plas neuze met arabat eo dezhañ bezañ amourous, dañjerus spontus eo evitañ. Pezh a zo, ne vo ket evit chom diseblant dirak Miss Acacia a welo e stradoù Dinedin… Goude ur gwallzarvoud en e skol e ranko tec’hout, kavout a raio Georges Méliès war e hent hag asambles e yefont betek Andalousia…
Un tamm aon em boa e vefe ur c’hlip hir. Penn-kentañ ar film a c’hall reiñ ar santad-se, anat, met goude ur prantad ‘m eus kavet e teue a-benn da vont dreist d’ar sonerezh. Un azasadenn a-feson eo me gav (met n’em boa ket soñj dre ret eus pep tra). Fent a zo, moutik eo. Un tamm souezhet on bet gant neuz poupinell an tudennoù met klotañ a ra a-walc’h gant an aergelc’h gotiko-romantel, Tim Burton skañv a zo gant bedig Mathias Malzieu. Iskis ‘m eus kavet ivez an neuze stop-motion a oa gant lodennoù ‘zo. Un tamm keuz eus teknikoù “gwechall” ? Brav a-walc’h eo an disoc’h evit ar re a zo plijet gant sonerezh Dionysos evel-just, mod all eo e vo start un tamm ‘m eus aon.

Film sevenet gant Stéphane Berla ha Mathias Malzieu. Frañs, 5 a viz C’hwevrer 2014, 1e34.

Bad Luck Witch ! 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 27, 2014 by geekezig

bad_luck_witchUn haroz droch eo hini Bad Luck Witch ! ha buan e varv ouzhpenn-se! Dihuniñ a ra en-dro, savetaet eo bet e empenn gant ur plac’h iskis ha lakaet e lakaet en ur c’horf ken souezhus all (kreñv spontus, a bare buan spontus). Distreiñ a ra ar paotr d’e vuhez lisead met rankout a ra sikour ar plac’h d’ober a bep seurt traoù liammet gant boudoù drol ha dic’hortoz.
Fentus-tre ‘m eus kavet penn-kentañ ar manga, un darempred farsus a zo etre ar paotr hag ar plac’h. Un tamm dipitetoc’h on bet ur wech lañset an istor hag al lodenn faltazi da vat. Na welan ket mat da belec’h e vo kaset an traoù… Ur manga simpl ha fentus evit ar mare.bad_luck_1Manga skrivet ha treset gant ARAKAWA Shin. Embannet gant Tonkam d’ar 5 a viz C’hwevrer 2014.

Sixteen Kennedy Express

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 27, 2014 by geekezig

sixteen-kennedy-express

Rob a zo sot gant ar familh Kennedy. Un tamm poan he deus e vamm o kompren. An hañv eo ha torret en deus e vrec’h. Nul e vo ar vakañsoù, anat. En ur vont da welet korf Robert goude e vefe bet muntret e ra anaoudegezh gant ur plac’h yaouank. Ur pok a eskemmont. A-benn ar fin e vo dedennusoc’h an hañv ha kevrinus ivez, gant Bud, an amezeg un tamm droch, oc’h ober traoù drol…
Plijus-tre ‘m eus kavet aergelc’h Sixteen Kennedy Express, gant an tresadennoù dous ha dislivet. Aergelc’h ar bloavezhioù 60, an hañv, an tommder, an amzer o tremen gorrek… Poltred ur c’hrennard evel mil all, un tamm lent met ivez traoù siriusoc’h gant sekred Bud. Dedennus-tre eo al lodenn-se. Ul levr bannoù-treset sioul ha start war un dro, skañv ha kreñv evel ma c’hall bezañ un hañvezh da 14 bloaz…sixteen_kennedyIstor gant Aurélien Ducoudray, tresadennoù gant Bastien Quignon. Embannet gant Sarbacane d’ar 5 a viz C’hwevrer 2014.

%d bloggers like this: