Le grand méchant loup

Le-grand-mechant-loupNe ouien ket met ur remake eus ur film kebekat eo Le grand méchant loup. An daou film a zo filmoù diwar-benn ar gwragez-kleiz. Kuzuliet eo bet ar film-se din gant ur vignonez, he doa kavet fentus ken-ken. Ma, perak ket…
E keit m’emañ o mamm en ospital e soñj tri breur en un doare da cheñch buhez. Heuliet e vez da gentañ an eil, a ziviz kaout un darempred gant ur plac’h yaouank. Ne dremeno ket mat dre ret met awenet e vo e vreur bihan a gavo ivez ur vestrez. Er fin e vo dizoloet sekredoù ar breur henañ, a seblant ken parfet. Fin ‘m eus kavet an doare da adimplij traoù ‘zo tamm-ha-tamm (perak e oa ar breur henañ gant e bellgomz bepred er penn-kentañ da skouer). N’eo ket gwall soutil mod all ha n’eus netra nevez. Daou pe dri dra ‘m eus kavet fentus met un tamm hir eo memestra. Ne chomo ket evel komedienn ar bloaz evidon-me. N’ouzon ket ma komzin en-dro diwar-benn ar film gant ma mignonez neuze ^^

Film sevenet gant Nicolas Charlet & Bruno Lavaine. Frañs, (10 a viz Gouere) 2013, 1e47.

Advertisements

2 Respont to “Le grand méchant loup”

  1. Fentus a-walc’h am boa kavet ar film-se. Gwir eo avat n’eus ket ur bennoberenn anezhañ. Evit kas un nozvezh hep prederiañ re n’eo ket re fall avat e-skoaz komediennoù eus ar Stadoù-Unanet gant Ben Stiller da skouer.

    • 🙂 Ya ya, c’hoarzhet ‘m eus da vareoù ‘zo (“je prends un café – tout seul? -non avec un sucre” :D) met siwazh eo re heñvel ar pezh a c’hoarvez da bep hini anezho me gav.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: