Serena

serena_titlAbalamour da levezon euzhus tud a lâr din “hey ur c’hoari digoust a zo war Steam” (gant un ton “gallout a rafe plijout dit!”) on bet o welet petra ‘oa Serena. Ur c’hoari point ‘n’ click diwar-benn ur paotr e unan a glask kaout soñj perak n’emañ ket e wreg gantañ en ti-koad e lec’h m’emaint o chom… Perak ket!!serena45 munutenn bennak ‘vo ezhomm evit ober ar c’hoari. Ur c’hoari a dremen en ti-koad hepken. An haroz a zo da gentañ nec’het un tamm (pelec’h emañ Serena?) met leun a deneridigezh eviti, o kontañ a bep seurt traoù… Tamm-ha-tamm, dre forzh stokañ eus pep tra e teñvala an aergelc’h (gouleier ha sonerezh) hag e cheñch ton an haroz. Reut-kenañ eo an doare da c’hoari, buan e soñjen “bon, petra ‘rankan ober evit lakaat an istor da vont war-raok?!” ha kliket kant gwech pep lec’h da welet. Ne cheñch ket an endro neuze eo ret klikañ war memes traoù bepred. N’eo ket fall an eilmouezhiañ avat ha simpl eo an doare da c’hoari (met ket an doare da diblas en ti) avat. Mod all n’eo ket souezhus an istor tamm ebet ha dreist-holl n’eo ket na fromus na dedennus an tudennoù. N’int ket moutik. Serena a seblant torr-penn a-walc’h (dre he lizheroù) hag an haroz a zo displijus-tre goude ur prantad, tagus ha taer en e gomzoù diwar he fenn.
D’am soñj ne oa ket posupl ober ur c’hoari digoust hep mont kuit eus an ti. Me gav din n’eo ket abalamour da se e rank an endro chom hep cheñch (sellomp ouzh The Novelist, a dremen bepred en un ti ivez)… Ha reiñ neuze muioc’h a draoù evit boueta an istor ha reiñ un tamm from pe mont en tu-hont da draoù anat. Ma, n’eo ket re hir, evurusamant.

C’hoari point ‘n’ click/first person walker. Diorroet hag embannet gant Senscape. 30 a viz Genver 2014

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: