Much Ado About Nothing

Much-Ado-About-NothingPlijout a ra da Joss Whedon ober “raktresoù vakañsoù”. Setu un tamm petra eo Much Ado About Nothing, bet filmet en e di gant aktourien boaz da labourat gantañ. Divizet en deus mirout testenn Shakespeare met tremen a ra an traoù hirie an deiz. E gwenn-ha-du en deus dibabet labourat ivez.
Un toullad munutennoù ‘m eus bet ezhomm da voaziañ d’ar saozneg, d’ar c’homzoù. Evel-just e soñjer e Romeo + Juliet met n’eus ket kalz a dra welet, film Whedon a dremen en un endro klet ha sioul a-walc’h, a-drugarez d’ar sonerezh peurgetket. N’eo ket sioul ar pezh a dremen avat! Itrikoù politikel/familh hag istorioù kasoni/karantez a bep seurt a vo heuliet neuze. Kalz fent a zo er film, a-drugarez da daoud Nathan Fillion ha Tom Lenk da skouer (met tud all ivez!). Plijus ha dudius eo, daoust din pas kavout e vefe gwellañ oberenn Joss Whedon (start vefe war memes tro!) e vez santet ar blijadur o deus bet holl da gemer perzh er raktres. Anzav a ran ivez, on e-touez ar re a gav eo Alexis Denisof hag Amy Acker unan eus bravañ koubladoù a zo… Met se ‘zo un afer all marteze 😉

Film sevenet gant Joss Whedon. Stadoù-Unanet, 1e48, 2013 (war ar skrammoù abaoe an 29 a viz Genver 2014).

Advertisements

2 Respont to “Much Ado About Nothing”

  1. Ha film Kenneth Brannagh ‘peus gwelet? Rak gant ar film-se (n’em eus ket gwelet c’hoazh kentel Whedon) em eus kavet un dra evit diskouez d’an holl pegen plijus e c’hell bezañ Shakespeare. Dav dit sellet ouzh hemañ ivez.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: