Lulu femme nue

lulu-femme-nueN’am eus ket lennet levr bannoù-treset Etienne Davodeau, neuze n’on ket bet gouest da geñveriañ an oberennoù. Kregiñ a ra Lulu femme nue gant un emgav labour, displijus spontus eo, abaoe pell ne oan ket n’em santet ken fall dirak ur skramm.
Lulu a c’hwit he zren evit distreiñ da Angers, rediet eo da chom da gousket e Saint-Gilles-Croix-de-Vie. Tamm-ha-tamm e sil enni ar c’hoant cheñch buhez, pas distreiñ d’ar gêr. He familh a glask war he lerc’h met graet he deus anaoudegezh gant tud all a sikour anezhi da vevañ prantadoù evurus en-dro.
Simpl a-walc’h eo ar film met dedennus an tem. Fent a zo daoust d’ur bern traoù trist ha start. Plijus eo an tudennoù a gej gant Lulu. Karin Viard ‘m eus kavet kendrec’hus e rol Lulu. Fin ar film ‘m eus kavet brav eston, gant ar prantad tener etre Charles ha merc’h Lulu, sell Bouli Lanners a zo bamus… Ur prantad plijus ‘m eus tremenet o sellet ouzh ar film-mañ neuze ha c’hoant ‘m eus da lenn an oberenn orin bremañ!

Film sevenet gant Solveig Anspach. Frañs, 1e27, 2013 (war ar skrammoù abaoe an 22 a viz Genver 2014).

Advertisements

Ur respont to “Lulu femme nue”

  1. Ya, lenn ar bannoù-treset ! Ganin emaint ha prest ‘vin d’o frestiñ dit ma peus c’hoant, met kredabl e teui a-benn d’o c’haout e n’eus forzh peseurt mediaoueg.
    N’eo ket ma “Davodeau” karetañ met mat-tre e chom. Un istor simpl ha fromus, dres.
    Klask ‘rin gwelet ar film. A-hervezh eo bet graet brav.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: