Kentucky Route Zero – Part I

Kentucky_Route_ZeroAn eil gwech eo din c’hoari d’ur c’hoari “a-dammoù” (goude Back to the Future), ur stumm diouzh ar c’hiz abaoe warlene ha berzh bras The Walking Dead.
Dedennet e oan gant aergelc’h iskis Kentucky Route Zero ha kendrec’het on bet gant un distaol war an Humble Bundle.
Un doare point ‘n’ click eo Kentucky Route Zero. Un dudenn omp o vleniañ ur c’harr-samm, ret eo deomp kas ur bakadenn betek “Zero” met ne oar ket pelec’h emañ. Chom a ra a-sav a-hed an hent neuze ha chom da gomz gant a bep seurt tud.Kentucky-Route-Zero_mapUn neuz simpl-tre a zo gant ar c’hoari met brav eo a-drugarez d’ar c’hoari gouloù/skeudoù. Ar sonioù, sonerezh a zo labouret-tre ivez hag a grou ur santad iskis-tre. Etre hunvre, film iskis (spered reoù David Lynch un tamm d’am meno)… Da vareoù ‘zo on chomet badaouet, evel mezv un tamm.KentuckyRouteZero_ActIPlijet on bet gant an dibaboù kaozeadennoù a zo. Da gustum en ur point ‘n’ click e c’haller distreiñ da c’houlenn an traoù all, aze n’eus ket. Un dibab a zo hepken hag e kendalc’h ar gaozeadenn. Un dibab plijus me gav din, a redi da ober dibaboù ha war memes tro eo alies ur seurt c’hoant trumm a zeu (peseurt respont a fell deomp klevet ar muiañ?).
Pourmen, sellet, komz, a-wechoù ober un toullad traoù, a-benn luziañ an traoù ha brasaat ar c’hevrin tro-dro d’ar “Zero”-se… 1 eur 30 bennak e pad ar rann gentañ hag ar santad am eus bet a oa : c’hoant ‘m eus gouzout hiroc’h!! 🙂

Divizet ‘m eus skrivañ ur pennadig diwar-benn pep rann a-benn lakaat ar gaoz war ar c’hoari diouzhtu ha peogwir e c’hoariin en un doare distag moarvat, dre ma na vo ket posupl c’hoari d’an holl diouzh renk diouzhtu…

Choari point ‘n’ click diorroet hag embannet gant Carboard computer. GNU/Linux, PC ha Mac. Rann 1 deuet er-maez d’ar 7 a viz Genver 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: