Dielloù evit C'hwevrer 3, 2014

Much Ado About Nothing

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

Much-Ado-About-NothingPlijout a ra da Joss Whedon ober “raktresoù vakañsoù”. Setu un tamm petra eo Much Ado About Nothing, bet filmet en e di gant aktourien boaz da labourat gantañ. Divizet en deus mirout testenn Shakespeare met tremen a ra an traoù hirie an deiz. E gwenn-ha-du en deus dibabet labourat ivez.
Un toullad munutennoù ‘m eus bet ezhomm da voaziañ d’ar saozneg, d’ar c’homzoù. Evel-just e soñjer e Romeo + Juliet met n’eus ket kalz a dra welet, film Whedon a dremen en un endro klet ha sioul a-walc’h, a-drugarez d’ar sonerezh peurgetket. N’eo ket sioul ar pezh a dremen avat! Itrikoù politikel/familh hag istorioù kasoni/karantez a bep seurt a vo heuliet neuze. Kalz fent a zo er film, a-drugarez da daoud Nathan Fillion ha Tom Lenk da skouer (met tud all ivez!). Plijus ha dudius eo, daoust din pas kavout e vefe gwellañ oberenn Joss Whedon (start vefe war memes tro!) e vez santet ar blijadur o deus bet holl da gemer perzh er raktres. Anzav a ran ivez, on e-touez ar re a gav eo Alexis Denisof hag Amy Acker unan eus bravañ koubladoù a zo… Met se ‘zo un afer all marteze 😉

Film sevenet gant Joss Whedon. Stadoù-Unanet, 1e48, 2013 (war ar skrammoù abaoe an 29 a viz Genver 2014).

Advertisements

Lulu femme nue

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

lulu-femme-nueN’am eus ket lennet levr bannoù-treset Etienne Davodeau, neuze n’on ket bet gouest da geñveriañ an oberennoù. Kregiñ a ra Lulu femme nue gant un emgav labour, displijus spontus eo, abaoe pell ne oan ket n’em santet ken fall dirak ur skramm.
Lulu a c’hwit he zren evit distreiñ da Angers, rediet eo da chom da gousket e Saint-Gilles-Croix-de-Vie. Tamm-ha-tamm e sil enni ar c’hoant cheñch buhez, pas distreiñ d’ar gêr. He familh a glask war he lerc’h met graet he deus anaoudegezh gant tud all a sikour anezhi da vevañ prantadoù evurus en-dro.
Simpl a-walc’h eo ar film met dedennus an tem. Fent a zo daoust d’ur bern traoù trist ha start. Plijus eo an tudennoù a gej gant Lulu. Karin Viard ‘m eus kavet kendrec’hus e rol Lulu. Fin ar film ‘m eus kavet brav eston, gant ar prantad tener etre Charles ha merc’h Lulu, sell Bouli Lanners a zo bamus… Ur prantad plijus ‘m eus tremenet o sellet ouzh ar film-mañ neuze ha c’hoant ‘m eus da lenn an oberenn orin bremañ!

Film sevenet gant Solveig Anspach. Frañs, 1e27, 2013 (war ar skrammoù abaoe an 22 a viz Genver 2014).

風立ちぬ (Kaze tachinu / Le vent se lève)

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

The-Wind-RisesGortozet eo bet forzh pegement ha kalz kaoz a zo bet diwar-benn Kaze tachinu, film diwezhañ sañset MIYAZAKI Hayao. Ur film disheñvel mat ar wech-mañ : kontañ a ra istor un ijinour bet levezonet gant Giovanni Caproni hag Istor Japan en lodenn gentañ an XXvet kantved war memes tro (krenn-douar 1923, an eil brezel bed…). Brav eston eo ar skeudennoù, plijus ar sonerezh ha seblantout a ra bezañ ur film a gomz diwar-benn e sevener alies. Hir-tre eo avat hag iskis an dibaboù lusk a-wechoù. Tudenn Jiro (an haroz) am eus kavet displijus a-walc’h ha daoust d’an istor karantez, a zo fromus a-walc’h, ‘m eus bet poan o vezañ kaset da vat en istor.

Film sevenet gant MIYAZAKI Hayao. Japan, 2e06, 2013 (25 a viz Genver 2014 war skrammoù ar c’hwec’hkorn).

Pinkerton – Dossier Abraham Lincoln 1861

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

pinkertonUn dastumad a gont istorioù Allan Pinkerton hag e geneiled eo Pinkerton. Ar wech-mañ ‘z eus kaoz eus gwalldaol Baltimore a oa bet prientet e miz C’hwevrer 1861 evit lazhañ Abraham Lincoln a-raok na teufe da vezañ prezidant. Brav a-walc’h eo deuet an aergelc’h “western” met kavet ‘m eus un tamm luziet, poan o kompren piv a oa pep tudenn. Dedennus a-walc’h eo teorienn al levr bannoù-treset ha  spontus a-walc’h doareoù ar paotr Pinkerton. Dudius eo ha mat pell ‘zo.pinkerton_pl

Istor gant Rémi Guérin, tresadennoù gant Damour. Embannet gant Glénat, 8 a viz Genver 2014.

Succombe qui doit

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

L.10EBBN001571.N001_SUCCOMBEq_C_FRGwall deñval eo aergelc’h Succombe qui doit. Un istor en ul levrenn eo (daoust din kavout en defe gallet bezañ pinvidikoc’h ha hiroc’h). Ur strollad tud, bet laeret arc’hant ganto, a erru en ul lastez-kirri. An paourkaezh paotr a ra war-dro a gompren buan evit piv e labouront : an den en doa kinniget arc’hant dezhañ evit koll ur c’hrogad boks pell ‘zo. Gounezet en doa…
Un istor gant a bep seurt trafikoù arc’hant, emglevioù dre zindan, feulster forzh pegement ha traoù o trenkañ eo Succombe qui doit neuze. Efedus ha klotañ a ra mat-tre an tresadennoù gant an aergelc’h.succombepl

Istor gant Ozanam, tresadennoù gant Rica. Embannet gant Casterman, 8 a viz Genver 2014.

Wallander bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

Wallander-Series-3Teir rann nevez a zo e trede bloavezh Wallander. Ur prantadig a zo tremenet abaoe an eil, cheñchet un tamm an dud er skipailh poliserien. Un toullad elfennoù dedennus a zo er bloavezh-mañ tro-dro da g/Kurt : e vignonez hag e darempred gant e verc’h, pe c’hoazh ar bec’h a lak warnañ e-unan goude vefe bet gloazet e genseurtez. Plijet on bet gant enklask an eil rann (a dremen e Letonia). Brav eo bepred ar skeudennoù ha sañset e vo ur pevare bloavezh. Dreist!

3 rann 90 munut, 2012.

Kentucky Route Zero – Part I

Posted in C'hoarioù video with tags , on C'hwevrer 3, 2014 by geekezig

Kentucky_Route_ZeroAn eil gwech eo din c’hoari d’ur c’hoari “a-dammoù” (goude Back to the Future), ur stumm diouzh ar c’hiz abaoe warlene ha berzh bras The Walking Dead.
Dedennet e oan gant aergelc’h iskis Kentucky Route Zero ha kendrec’het on bet gant un distaol war an Humble Bundle.
Un doare point ‘n’ click eo Kentucky Route Zero. Un dudenn omp o vleniañ ur c’harr-samm, ret eo deomp kas ur bakadenn betek “Zero” met ne oar ket pelec’h emañ. Chom a ra a-sav a-hed an hent neuze ha chom da gomz gant a bep seurt tud.Kentucky-Route-Zero_mapUn neuz simpl-tre a zo gant ar c’hoari met brav eo a-drugarez d’ar c’hoari gouloù/skeudoù. Ar sonioù, sonerezh a zo labouret-tre ivez hag a grou ur santad iskis-tre. Etre hunvre, film iskis (spered reoù David Lynch un tamm d’am meno)… Da vareoù ‘zo on chomet badaouet, evel mezv un tamm.KentuckyRouteZero_ActIPlijet on bet gant an dibaboù kaozeadennoù a zo. Da gustum en ur point ‘n’ click e c’haller distreiñ da c’houlenn an traoù all, aze n’eus ket. Un dibab a zo hepken hag e kendalc’h ar gaozeadenn. Un dibab plijus me gav din, a redi da ober dibaboù ha war memes tro eo alies ur seurt c’hoant trumm a zeu (peseurt respont a fell deomp klevet ar muiañ?).
Pourmen, sellet, komz, a-wechoù ober un toullad traoù, a-benn luziañ an traoù ha brasaat ar c’hevrin tro-dro d’ar “Zero”-se… 1 eur 30 bennak e pad ar rann gentañ hag ar santad am eus bet a oa : c’hoant ‘m eus gouzout hiroc’h!! 🙂

Divizet ‘m eus skrivañ ur pennadig diwar-benn pep rann a-benn lakaat ar gaoz war ar c’hoari diouzhtu ha peogwir e c’hoariin en un doare distag moarvat, dre ma na vo ket posupl c’hoari d’an holl diouzh renk diouzhtu…

Choari point ‘n’ click diorroet hag embannet gant Carboard computer. GNU/Linux, PC ha Mac. Rann 1 deuet er-maez d’ar 7 a viz Genver 2013.

%d bloggers like this: