Dielloù evit C'hwevrer, 2014

Le grand méchant loup

Posted in Filmoù with tags , , , on C'hwevrer 28, 2014 by geekezig

Le-grand-mechant-loupNe ouien ket met ur remake eus ur film kebekat eo Le grand méchant loup. An daou film a zo filmoù diwar-benn ar gwragez-kleiz. Kuzuliet eo bet ar film-se din gant ur vignonez, he doa kavet fentus ken-ken. Ma, perak ket…
E keit m’emañ o mamm en ospital e soñj tri breur en un doare da cheñch buhez. Heuliet e vez da gentañ an eil, a ziviz kaout un darempred gant ur plac’h yaouank. Ne dremeno ket mat dre ret met awenet e vo e vreur bihan a gavo ivez ur vestrez. Er fin e vo dizoloet sekredoù ar breur henañ, a seblant ken parfet. Fin ‘m eus kavet an doare da adimplij traoù ‘zo tamm-ha-tamm (perak e oa ar breur henañ gant e bellgomz bepred er penn-kentañ da skouer). N’eo ket gwall soutil mod all ha n’eus netra nevez. Daou pe dri dra ‘m eus kavet fentus met un tamm hir eo memestra. Ne chomo ket evel komedienn ar bloaz evidon-me. N’ouzon ket ma komzin en-dro diwar-benn ar film gant ma mignonez neuze ^^

Film sevenet gant Nicolas Charlet & Bruno Lavaine. Frañs, (10 a viz Gouere) 2013, 1e47.

Advertisements

La Lettre à Helga

Posted in Levrioù with tags , , on C'hwevrer 28, 2014 by geekezig

LaSolutionEsquimauAWKozh eo Bjarni ha divizout a ra skrivañ ul lizher da Helga. Helga, a oa e amezegez, e vestrez, mamm e vugel, ar plac’h en deus karet met n’en deus ket kredet mont betek ar penn, kuitaat e vuhez evit mont ganti da Reykjavík. Eñvorennoù e vuhez war ar maez, e brantadoù ganti ha hepti, setu ar pezh a zo taolennet en e lizher. Un tamm hir ‘m eus kavet da vareoù zo, ne oa ket tizhet kement-se gant prederioù ar paotr marteze. Ar fin tout avat, a c’hallo tizhout ur bern tud d’am meno, hag evidon-me e tispak nerzh ha from ar skrid a-bezh d’ar mare-se. Ha setu neuze, o tont da soñj din e lizhiri bet skrivet hep kas, lizhiri chomet direspont, lizhiri james kaset… Melkoni ha kaerder ar gerioù skrivet war memes tro.

Romant islandat skrivet gant Bergsveinn Birgisson, embannet e galleg gant Zulma, 22  a viz Eost 2013.

Au nord-est d’Erzaw : une engance algérienne

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 23, 2014 by geekezig

arzewUn testeni eo Au nord-est d’Erzaw. Testeni ur bugel a veve sioul e Aljeria gant e dud hag e vignoned. Sioul ha peoc’hus e oa an traoù, dreist da relijionoù ha liv kroc’hen an dud. A dammoù e tisleber an traoù betek ma rankfe ar re galvet Troatueked mont kuit.
Livioù brav a zo ha soutil a-walc’h eo an istor abalamour m’eo kontet dre sell ur bugel, na gompren ket dre ret ar stourmoù, ar gasoni hag all. E vro eo Aljeria ha ne gompren ket perak e rank mont kuit da vevañ e Frañs. Kavet ‘m eus fromus ha brav gwelet un tu na vez ket dre ret klevet bepred. Un oberenn deuet brav.au_nord-est_darzewIstor gant Alain Bonet, istor ha tresadennoù gant Pacosales. Embannet e galleg gant Steinkis, 15 a viz Genver 2014.

Wet Moon 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on C'hwevrer 20, 2014 by geekezig

WM1_JAQ_v2.inddSata a zo un ofiser polis sirius. Pezh a zo, abaoe ur pennad e koll e vemor hag e ra fall e labour abalamour da se. Sorc’hennet eo gant ur plac’h he defe lazhet hec’h amourouz, met ne teu ket a-benn da adkavout anezhi.
Un tamm luziet eo ar manga-mañ. N’am eus ket kavet brav-tre an tresadennoù hag an aergelc’h a zo pounner, an traoù a dremen kichen ar mor, en un aergelc’h kêr-kasino un tammig. Nec’hus da vat…
Un tamm hegaset on abalamour e chom dispis kenañ an traoù, un tamm re iskis evidon met gwir eo eo krevinus…
Gav ket din e klaskin gouzout ar fin avat.wet_moonrlManga skrivet ha treset gant KANEKO Atsushi. Embannet gant Casterman, 8 a viz Genver 2014.

Sherlock – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on C'hwevrer 20, 2014 by geekezig

sherlock-3-2pgPenaos ‘ta, un trede bloavezh gant Sherlock? Ya ‘vat.
Evel-just e oa ar rann gentañ diwar-benn “distro” Sherlock. Leun a fent hag a from, un distro a-feson e oa.
An eil ne zegase ket kalz tra (ne oa enklask gwirion ebet) met fentus bepred ha tro-dro da eured John neuze. An trede hini ‘m eus kavet kevrinus a-walc’h (n’ouzon ket perak em eus kavet e oa ur blaz Millenium un tamm gant an den drouk, e di ha tout) met n’on ket bet kendrec’het da vat. Blaz al leuniadenn a oa un tamm gant ar bloaz-se evidon-me a-benn ar fin.

Teir rann 1e30, bet skignet gant BBC One e miz Genver 2014.

Starfuckeuse

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on C'hwevrer 10, 2014 by geekezig

starfuckeuse-delcourtN’em boa ket bet tro da lenn levrioù Hélène Bruller a-raok. Ha spi ‘m eus e skriv traoù dedennusoc’h da gustum. Gwall izel eo al live aze : ijinañ a ra an dresourez abadennoù c’hoari-daou gant tud vrudet (Brad Pitt, George Clooney, hag all). Lennet e vez buan sur, met an tresadennoù n’int ket ken fentus-se (ludresadennoù diazez) ha n’eo ket fentus-tre ar pezh a zo kontet e-barzh kennebeut. Poan ‘m eus o kompren e vefe asantet seurt traoù gant embannerien bras evel Delcourt, ur vezh eo.starfuckeuse_plSenario ha tresadennoù gant Hélène Bruller. Embanet gant Delcourt, 15 a viz Genver 2014.

L’ombre douce

Posted in Levrioù with tags , , , on C'hwevrer 10, 2014 by geekezig

ombre-douce-Hoai-Huong-NguyenYann a zo soudard en Indochine. Gloazet eo bet. Mai a zo ur Vietnamez (Annamitez neuze) yaouank, a sikour da ober war-dro ar re glañv ha gloazet. Tamm-ha-tamm, e krogo un istor karantez etrezo. Met ret eo da Yann distreiñ d’an emgann ha kinniget e vez da v/Mai dimeziñ gant un den pinvidik. Dous ha tener eo an traoù etrezo, sioul. Ar gevredigezh tro-dro dezho a zo kalz krisoc’h ha startoc’h avat… Ispisial eo yezh ar skrivagnerez, kontet eo gant an div dudenn, soñjoù ha komzoù mesket a-wechoù. Un istor gwall drist eo mod all ha kontet brav. N’on ket bet kaset da vat gant red an istor met laouen on da vezañ bet dizoloet ar romant-mañ.

Romant skrivet gant Hoai Huong Nguyen. Embannet gant Viviane Hamy, 17 a viz Genver 2013.

%d bloggers like this: