The Secret Life of Walter Mitty
M’ho peus gwelet film brudañ The secret Life of Walter Mitty ho po ur mennozh mat eus petra eo ar film, kazi tout penn-kentañ ar film a zo diskouezet.
Walter Mitty a zo un den boutin-tre. Ne c’hoarvez netra ispisial gantañ met ur sapre hunvreer eo! (Hag e gwirionez n’eus ket kalz traoù all boutin d’an danevell orin)
Un degouezh en e labour a lak anezhañ da seveniñ a-benn ar fin traoù a felle dezhañ ober pell ‘zo, a-raok na varvfe e dad a-daol trumm.
Plijus ‘m eus kavet ar prantadoù hunvreoù (daveoù da filmoù all hag all), an istor karantez, ‘m eus kavet gwirheñvel ha na gemere ket re a blas a-benn ar fin. Ur film a ro c’hoant da veajiñ hag a lak da brederiañ war an traoù laosket a-gostez evit abeg pep abeg.
Kavet ‘m eus e oa fentus, brav ha me ‘zo sur eo onest da vat Ben Stiller en e oberenn. Vad a ra seurt filmoù a-wechoù!
Film sevenet gant Ben Stiller, SUA, 2013 (war skrammoù ar c’hwec’hkorn abaoe ar 1añ a viz Genver 2014), 1e54.
Lezel ur respont