Brothers : A Tale of Two Sons

brothers-a-tale-of-two-sonsBrothers : A Tale of Two Sons a zo ur c’hoari berr a-walc’h da c’hoari gant un dornell dre ret. Brav eston eo ar skeudennoù ha plijus ar sonerezh, evel reoù ur gontadenn pe ur film faltazi a-feson.
Naia ha Naii (pe Nayi?) a zo daou vreur. Marvet eo o mamm n’eus ket keit-se zo ha klañv bras eo o zad. Ret eo dezho mont da glask louzou evitañ. Asambles e treuzfont a bep seurt lec’hioù evit kavout al louzou-se : kestell o kouezhañ en o foull, tachennoù brezel bet etre ramzed, skornegi ha me oar me.
Simpl-tre eo an doare da c’hoari : pep breur a vez lakaet da vont war-raok gant un tu eus an dornell : an hini henañ gant ar stick kleiz (hag ar bluenn (gâchette) gleiz evit ober un dra bennak), memestra eus an tu dehou evit an hini yaouankañ. Ha setu tout. BrothersClimbingRet e vo kenlabourat evit mont war-raok asambles. N’eus netra start er c’hoari, n’eus pech ebet pe dost, ha daou “enebour” hepken (bon, evel-just ez eus c’hoarvezet ur bug ral evidon en eil chabistr, met ne oa ket re start mont en tu-hont). Ret eo boaziañ da soñjal e vestronier un dudenn gant pep dorn met kalz gwashoc’h/startoc’h en defe gallet bezañ, aon em boa rak-se met n’eo ket diaes tamm ebet. Domaj eo zoken ne vefe ket startoc’h rak n’eus netra nevez goude ur mare, seblantout a ra anat ar pezh a zo d’ober ha ne vez ket prederiet kement-se (n’int ket luziadelloù, anat).
Un toullad trofeoù a zo da gaout, traoù “ouzhpenn” red an istor. N’int ket start da gaout met ret eo soñjal enno, ar pezh a zo fentus a-walc’h (adgraet am eus ul lodenn eus ar c’hoari evit kaout anezho holl!).
Dipitet on bet gant plas ar merc’hed memestra, kavet ‘m eus tud all gant un tamm memes ali met ur c’hoari dic’hortoz e doare da c’hoari, plijus, brav ha fromus ouzhpenn.Brothers_a-tale-of-two-sons-2

C’hoari avañtur evit 1 c’hoarier, diorroet gant Starbreeze Studios, embannet gant 505 Games. Da bellgargañ war an XBLA (X Box 360), PSN (Playstation 3) ha Steam (PC, gant un dornell dre ret) abaoe ar 7 a viz Eost 2013. PEGI 16+

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: