Genre : indéfini ?

Genre-indefiniUn teulfilm bet (ad)skignet nevez zo war Arte eo Genre : indéfini ? (Pe Orchids : my intersex adventure, e ditl orin) Heuliet e vez Phoebe Hart en en doare teul-road-movie evit komz ha kompren he c’hleñved an azoniad digizidigezh d’an androgen (AIS androgen insensivity syndrom).
Ur c’hleñved a vir an testosteron da vont en-dro eo, setu ez eus paotredigoù a c’han gant neuz diavaez merc’hed met hep mammog. Phoebe a zo bet ganet evelse hag he c’hoar ivez. Desavet int bet evel merc’hed hag oberataet evit lemel o c’helloù pa oant krennardedezed.
Mont a ra Phoebe da welet tud all gant ar c’hleñved-se, da gomz ganto (fromus-tre eo testenioù zo, ar redi da “zibab” ur reizh a zo ordin start, alies n’eo ket ur c’hoant tamm ebet, pouez selloù an dud all hag ar gevredigezh a lak da gemer un diviz, hag ingal eo un diviz kemeret gant tud all).
Komz a ra ivez gant he familh diwar-benn an doare m’o deus bevet an darvoudoù-se ha gant he gwaz, dreist-holl diwar-benn o raktres advabañ pe adverc’hañ ur bugel.
Dedennus ha fromus eo an teulfilm, domaj eo e vefe ken nec’het Phoebe gant talvoudegezh he film, ordin e vez o c’houlenn ali ar re all, ar pezh a bounnera an hollad (n’eo ket hir ouzhpenn) me gav. Iskis un tamm ‘m eus kavet klask “advevañ” mareoù kozh filmet e super 8 met reiñ a ra ur mennozh eus pegen start eo bet he c’hrennardiezh. Un testeni a-bouez, war ur c’hleñved dianav a-walc’h.

Teulfilm sevenet gant Phoebe Hart. Aostralia, 2012, 48mn.

Advertisements

15 Respont to “Genre : indéfini ?”

  1. Ur “c’hleñved” ? 0_0
    Etrereizhidi (intersex) a vez graet eus un dud-se ha n’ eus tamm kleñved ebet ganto hervezon.
    Kementad an testosteron da strewiñ eo disheñvel setu n’eo ket ur mont-en-dro ’boutin’ met ne vir ket an den ouzh bezañ yac’h avat !
    Mirout a ra an den ouzh klokañ gant kombodoù ar gevredigezh evel m’emañ, aze ‘mañ an dalc’h ! Rankout a reer bezañ XX pe XY, hag al lodenn deus an dud hag a zo etre a vezont anavezet evel “klañv” “euzhviled” “da vezañ operataet”, alies da vare o c’hanidigezh, hep goulenn o ali enta. Gwallgaset vezont peurliesañ gant ar vedisinerien a-hed o buhez peogwir e vez graet a bep seurt “taolioù-arnod” warno… ha tra ken peogwir m’emaint disheñvel.
    Ur skouer a-feson hag a ziskouez n’eo ket brav bezañ disheñvel en hor c’hevredigezh d’an deiz a-hiziv, hag e vez ar medisinerezh o vagañ laouen ar reoladoù brein-se (digarezit) e lec’h leuskel an dud dieub da zibab ha d’ober war-dro o c’horfoù hag o identelezh en ur vevañ o buhez trankil !
    Trugarez anyway evit bezañ lakaat ar sujed war ar stern ! 🙂

    ur film da welet (‘touez ur bern all) : XXY, film arc’hantinat gant Lucia Puenzo
    Amañ, ur pennad skrivet ganin da geñver an tabut e festival Douarn : http://yabzh.com/2013/09/tabut-ar-reizh-savet-e-douarnenez

    • Ya, ar ger kleñved a c’hall bezañ re greñv (met ar ger “condition” e saozneg ha “maladie” e galleg a vez kavet pa klasker titouroù). Gant petra rafez te, strafuilh ? (trouble) Pe direizhder ? (anomalie)
      Anat int yac’h, ne lâren ket-se gant ar ster “n’int ket normal” pe “ret eo kemer louzou evit pareañ” met ez eus un digempouez genetek/biologel ganto, setu perak em eus implijet ar ger kleñved (“direizhadenn ar yec’hed, anavezet he dezverkoù hag he emdroadur” bezañ difrouezh a zo ur c’hleñved, ez-strizh…). Etrereizhidi int ya, unan eus an azoniadoù eo.
      Gwir eo e vezont gwallgaset (anat er film) met daoust ha n’eus ket abegoù yec’hed ivez? (kredet ‘m eus kompren e c’halle krignoù-bev bezañ gwashoc’h pe traoù seurt-se) Na glaskan ket tamm ebet difenn ar vezeien peogwir eo sklaer e vefe bet evurusoc’h pep hini o vezañ bet laosket trankil (ha na welan ket da betra servij hegasiñ anezho gant-se) met d’am soñj eo unan eus an abegoù a lak ar gerent da gaout aon evit o bugale ha da zibab ur reizh (se a c’haller santout un tamm e fin ar film gant testeni he zud). An dud a vez klevet o komz er film a n’em sant alies pe paotr pe plac’h (hag ingal e oa bet dibabet ar reizh all evito evel-just!) ha ma vefent bet laosket trankil e vefe bet genoù zo o c’hounit war ar re all moarvat.
      Ober a rez te da unan an diforc’h etre korf hag idantelezh. Evidon-me o deus ur c’hleñved (er ster strizh neuze) met n’eo ket abalamour da se n’hallont ket bevañ trankil hep louzeier, operatadennoù hag all ha bezañ yac’h a spered (anat!!) ha kaout o idantelezh dezho o-unan, hervez o c’hoant. Gav ket dit?

      Kudenn ebet, dedennus ‘oa an teulfilm, oan ket o vont da nac’h komz diwar e benn :p

      Ha trug evit ar c’huzul! Klevet ‘moa bet komz eus ar film met n’am eus ket bet tro d’e welet c’hoazh!

  2. Ne vefen ket techet d’ober gant ur ger resis… Ur gêr ne vefe ket disprizius anezhañ…
    Ne vez ket un digempouez atav, pa vez ur c’hromozom ouzhpenn ganto, da skouer “XXY”, e klok an ormonoù ouzh ar c’hod-se, ‘kav din.
    Heulhiet em eus an tabutoù a-dost da-vare gouel Douarnenez ha n’em eus ket klevet komz eus riskloù brasoc’h a grign-bev. Padal e tle bezañ muioc’h a riskloù krign-bev pa vez maget unan gant ormonoù “synthèse” a-hed e vuhez, moarvat… !
    Ar gerent o soursial a zo ur pouez bras spontus hag a laosk galloud ar vedisinerez da drec’hiñ war frankiz da zibab o bugel, siwazh.
    Ar reoladoù a servij ar vedisinerezh hag ar c’hontrol ! Kerent o soursial abalamour m’eo o bugel “droch” a vo gontant da gavout ar vedisinerezh, hag ar vedisinerezh, dre fors “dresañ techoù fall” Mab-Den a vaga ur gevredigezh hag a zouj ouzh reoladoù strisoc’h strisañ. (operata evit bezañ bravoc’h hag all) Ouzhpenn-se, bez e c’heller lakaat tud aonik d’ober forzh petra… Un doare (istorel !) da drec’hiñ war egile eo.

    Ma, kurius ‘vefen o sellet ouzh an teul-film-se bepred !

    • Klañvadur a zo mod all (affection).
      Met n’implijen ket tamm ebet ar ger kleñved gant dispriz. Start eo ivez ma n’eus ket tu da implij gerioù zo ken gant aon e vefe gwelet hepken an tuioù fall dezho. ><

      Ok ya, sur ez eus azoniadoù a bep seurt ha marteze n'ez eus ket bepred digempouez. O komz eus an AIS a oan, peogwir eo tud gant an azoniad-se a vez gwelet ha klevet, ket eus an etrereizhidi dre vras.
      Ya, ar gwir ganit evit an ormonoù !!
      Ya ivez, met ur sell personel-tre 'zo d'ar film, ha daoust ma vag evel-just preder diwar-benn ar gevredigezh hag ar pezh a venegez gant gwir abeg, n'eo ket tamm ebet pal ar film d'am soñj.
      Met trugarez evit da ali prizius!

      N'emañ ket war Arte+7 ken siwazh 😦

  3. (da-heul da resisadurioù)
    > “An dud a vez klevet o komz er film a n’em sant alies pe paotr pe plac’h (hag ingal e oa bet dibabet ar reizh all evito evel-just!)”
    > Diouzh klevet (hervezo) e vefent techet da santout int ar reizh all abalamour m’eo an hini a zo bet nac’het dezho. O vezañ dalc’het an 2, e vefent techet da chom hep disklêriañ ma vezont muioc’h unan pe egile.
    Ya gwir eo e c’hell cheñch c’hoazh da-heul, anat, abalamour m’eo ar gaezouregezh ar prantad lec’h ma vez an ormonoù cheñch-dicheñch.
    Yep, ober a ran an diforc’h etre korf hag idantelezh evel ma ran an diforc’h etre reizh ha rev (damheñvel).
    Ar c’hleñved a zo gant ar gevredigezh kentoc’h evit bezañ gant an natur, gav din.
    Un tabut bras spontus eo hennezh ! 😀 Se zo kaoz e kavan e tlefe ar reoladoù, a-drugarez da dud evel-se ha da minorelezhioù all, pellaat o bevennoù e lec’h kaout aon ha chom strizh.

    • Ya evel-just…
      Er film eo sklaer a-walc’h dibaboù an dud (lârat a ra ar sevenourez “he” ha “she” hervez an dud).

      A ya, met ur c’hleñved-red eo ouzhpenn!! (ha siwazh) met aze eo ur c’hleñved er gwashañ ster! :p

      Ya, ur sapre stourm eo evito, ur spont e rank bezañ 😦

      • ‘mon o paouez gwelet eo etrereizhat ar sevenourez ! Bet graet ganti “Orchids, my intersex Adventure” bet skignet e Douarnenez ivez. (‘meus ket bet tro d’e welet)
        Diouzh ar pezh ‘meus komprenet eo kentoc’h ar frankiz da chom hep diskleriañ e reizh hag a vez goulennet ganto, pezh ne vir ket lod all da feel free diskleriañ o re… fromus ken ha ken oa an divizoù e Douarn, ha lakaat a ra ur bern raksoñjoù da darzhañ korf ur sizhunvezh : efedus tre ! Kuzuliañ a ran Gouel Douarn evel louzoù ! ;D

      • Ya, anat peogwir e komz ar film diwar he fenn…
        Ok, na ouien ket he doa graet traoù all!
        Ya, gwir eo e vefe an dra ar muiañ doujus, laoskel an dud da chom hep disklaeriañ.
        Moarvat e oa dedennus ha fromus, ya! Ur remed a-feson evel ma lavarez 🙂

      • Me ‘zo super lu! Orchids eo >< Ne oan ket deuet a-benn da gavout an titl orin war Arte!

  4. hey ! ne glot ket ma respont gant da evezhiadenn ziwezhañ met gant an hini a-raok, c’hoazh ! 🙂
    kaoc’h ki evit Arte+7…
    Resisadur : o lavar “damheñvel”, n’eo ket evit rev ha reizh, met evit rev ha korf ha reizh ha idantelezh.
    Mann ebet, tabutal zo pal an evezhiadennoù, neketa ? 😉

  5. okey ! pe c’hoazh ur breud ?

  6. Drol eo, n’am eus ket an tele dibaoe pell ha koulskoude e oan deuet a-benn da gouezhañ war an teulfilm-se dre zegouezh pa oan c’hoazh o vevañ ti ma zud (2 vloaz-zo bennak neuze). Merzhout a ran bremañ eo chomet fresk a-walc’h hemañ em memor.
    Ya, e aliañ a ran ivez, dedennus-tre.

    E 2011 ez eo bet aotreet annezidi Aostralia da vezañ na paotr na plac’h o kinnig dezho un trede dibab war o faperioù ofisiel .
    E Frañs n’emaomp ket degouezhet ken pell c’hoazh, pell ac’hano.
    http://www.liberation.fr/societe/2011/09/16/la-france-est-au-moyen-age-sur-le-droit-des-transsexuels_761752

    • Trugarez Hoel evit al liamm! Ne ouien ket e c’halle annezidi Aostralia kaout un trede dibab, se ‘zo dreist!
      Spontus eo avat ar pennad, ne ro ket ar santimant e c’hallo un dra cheñch un deiz bennak… 😦

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: