The Invention of Lying

The-Invention-of-LyingO tistreiñ eus Japan, er c’harr-nij, e oa bet kuzuliet din ar film-se. Kendrec’het e oan bet ha setu ‘m eus bet soñj sellet ouzh ar film nevez zo. Ur mennozh diazez fentus a zo er film : ur gevredigezh e lec’h n’eo ket bet ijinet ar gaou. An holl dud a lâr ar wirionez hag a zo techet zoken da gontañ munudoù diret da vat (un den o labourat er preti o lârat pegen trist eo o labourat aze pe me oar-me).
Heuliet e vez Mark Bellison, un den a skriv teulistorioù da vezañ lennet ha sellet, skarzhet e vez eus e labour. Goude-se, p’emañ Mark en ti-bank evit tennañ arc’hant hag e ya fall en-dro an urzhiataerioù e tiviz ijinañ ur sammad nevez war e gont. Adalek ar mare-se e kompren en deus ur galloud. Ijinañ a ra neuze istorioù a bep seurt hag e tap brud forzh pegement.
Fentus-tre eo penn-kentañ ar film gant a bep seurt traoù kavet mat (bruderezhioù, ar “filmoù” hag all). Aon ‘m eus bet un tamm adalek ar mare pa ijin ar relijion, met a-benn ar fin eo ur vurutelladenn n’eo ket deuet re fall. Ur bern kameoioù a zo, gant Edward Norton pe tud all, plijus eo! Domaj eo avat e trofe fin ar film da gomedienn un tamm klasel ha divlaz, pas ken speredek ha peurrest ar film. Ma! Dudius eo bepred!

Film sevenet gant Ricky Gervais ha Matthew Robinson. Stadoù-Unanet, 1e39, 2009.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: