Trance

tranceAnzav a ran na c’hortozan ket kalz tra ken a-berzh Danny Boyle abaoe Slumdog Milionnaire. Souezhus eo avat e chom un doare spi din, levezonet marteze gant an niver a filmoù savet gantañ o deus plijet din a-raok.
Trance a zo un doare thriller psikologel. Un den o labourat en un ti gwerzh diouzh ar c’hresk a sikour tud da laerez un daolenn, evit klask restaol e dle. Tremen a ra fall an traoù e-pad al laeroñsi, Simon a goll e anaoudegezh. Goude-se n’en do ket soñj pelec’h en deus lakaet an daolenn. Penn an torfedourien a c’houlenno gantañ mont da di un teoger evit klask kaout soñj. Dibab a raio un deogerez hag iskis a-walc’h e vo an traoù da c’houde…
Ar film a ginnig diskoulmañ an afer-se neuze, a zo kalz luzietoc’h eget na c’hallfe bezañ. Lusket kentoc’h mat eo ar film met un tamm “forzh petra” ‘m eus kavet da vareoù zo, ar pezh n’eus miret ouzhin da vezañ kendrec’het da vat. Ouzhpennomp dibaboù endro o deus displijet din a-walc’h (ranndioù trepasioù, digor bras met teñval spontus)… Splann eo n’on ket bet plijet (met n’on ket bet dinervet kennebeut). Ma, Danny, mirout a rin 28 Days Later em c’halon ha mat pell ‘zo! :p

Film sevenet gant Danny Boyle. Rouantelezh-Unanet 1e35, 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: