Tonbo

Tonbo-ShimazakiO vont da rentañ levrioù el levraoueg e oan ha gwelet ‘m eus ar romant-mañ lakaet en a-raok. Kemeret am eus anezhañ hep lenn ar pezh oa war ar golo kein zoken, hag en-desped da draoù all emaon o klask lenn abaoe pell, abalamour d’ar skrivagnerez.
Ur romant berr-kenañ eo Tonbo ha war a seblant eo trede levr ur rummad nevez (gant Mitsuba ha Zakuro, n’am eus ket bet lennet anezho). N’am eus merzet netra e-pad ma lennadenn, d’am meno e c’haller lenn anezho distag hag en dizurzh digudenn (e gwirionez e c’haller ober kemend-all gant levrioù Le poids des secrets d’am soñj).
Ma! Amañ e vez heuliet un tad a diegezh en deus divizet kuitaat e embregerezh evit chom da vevañ e Bro Japan, goude-se en deus savet ur juku, ur skol d’ober kentelioù noz d’ar skolajidi (evit gwellaat o live pe prientiñ arnodennoù evit mont e liseoù resis). Un doare pedagogiezh un tamm ispisial a zo gantañ ivez peogwir ne gelenn nemet ar c’hokugo (yezh ar vro) ha n’eo ket saozneg pe matematikoù. E wreg en deus goulennet gantañ ma c’hallfe kavout ur c’helenner piano ha sikour anezhi da sevel ul laz-kanañ d’ar sadorn, evit an dud deuet. Dres d’ar memes mare e teu un den e darempred gantañ : un den a oa skoliad d’e dad, a-raok e emlazh.
Ul levr sioul ha temoù pounner ur wech ouzhpenn : penaos degemer ur “c’hwitadenn” sokial (kuitaat e labour), pouezh ar mediaoù pe ar brud-fall (tro-dro d’ur gwallzarvoud er skol evit e dad, da emlazhioù evit tudennoù all), pe c’hoazh gwallgaserezh er skol (evit ar paotr bet e skoliad) hag all. Brav ha trist bepred. Lenn a rin an daou all gant plijadur, anat!

Romant skrivet gant SHIMAZAKI Aki, embannet gant Actes Sud d’an 2 a viz Mae 2011.

Advertisements

Ur respont to “Tonbo”

  1. […] ket bet gouest da chom hep kemer Mitsuba el levraoueg en ur vont da rentañ Tonbo! ^^ Levr kentañ rummad nevez ar skrivagnerez eo. Ar wech-mañ e vez heuliet AOKI Takashi, un den a […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: