Music and Lyrics

MusicandLyricsMarteze eo abalamour d’an doare m’eo bet sellet ar film ganin pe d’ar c’hoarzhadegoù a zo bet e-kerzh ar film (hag a-raok, ha goude) met anzav a ran am eus tremenet ur prantad plijus-tre o sellet ouzh Music and Lyrics. Da gentañ tout, e krog ar film gant un doare klip eus ar bloavezhioù 80, gant Jason Street dreist da vat.
Goude-se e vo neuze istor ur c’haner has been o klask un doare da gaout un tamm brud en-dro. Gant sikour ur plac’h he doa bet c’hoant bezañ skrivagnerez d’ur mare zo e savo ur ganaouenn evit ur ganerez diouzh ar c’hiz.
Kavet ‘m eus e klote mat ar c’houblad Hugh Grant/Drew Barrymore hag e oa un toullad eil-tudennoù fentus a-walc’h (c’hoar ar plac’h, ar ganerez hag all) evit krouiñ ur bedig kendrec’hus. Ur gomedienn romantel eus ar c’hlaselañ eo met dudius ha plijus eo.

Film sevenet gant Marc Lawrence. Stadoù-Unanet, 1e46, 2007.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: