The Novelist

the_novelistUr c’hoari simpl eo The Novelist, un tammig e doare Gone Home e ranker kavout lizhiri, karnedoù, traoù a sikour da gompren ar pezh a nec’h an tudennoù.
Istor Dan, ur skrivagner eo The Novelist. Poan en deus o vont war-raok gant e romant nevez setu eo aet da vevañ war vord ar mor gant e familh evit klask awen. Nec’het eo e wreg Linda gant o darempred o tisleberiñ ha Tommy, o mab en deus poan o teskiñ lenn hag a vez gwallgaset er skol. Pep chabistr a c’houlenn “sellout” ouzh eñvorennoù ha lenn/sellet ouzh traoùigoù strewet en ti. NovelistScreen7NovelistScreen9Ma tostaer eus un dudenn e c’haller lenn (h)e soñjoù ivez. NovelistScreen4E fin pep chabistr e vo ret divizout peseurt tudenn a zibaber lakaat en a-raok, un eil tudenn a c’haller dibab evit un “treuzvarc’had” met an trede a vo dilezet, sur. Goude an dibaboù-se e vez kontet deomp neuze penaos e ya war-raok an traoù a-raok kregiñ gant ur chabistr nevez. Ur c’hwec’h bennak a zo ma ‘m eus soñj mat evit ur c’hoari a bad tro 4 eurvezh en holl.
Un doare tasmant omp, a c’hall mont ha dont en ti, implij ar gouleier evit mont buanoc’h (n’am eus ket kavet-se dedennus-kenañ) ha “ren” tonkad ar familh neuze. Start-kenañ eo ober divizoù da vareoù-se peogwir eo anat na vo ket posupl ober plijadur d’an holl. Meur a wech on bet hegaset ganin ma-unan peogwir e tilezen un dudenn met kavout a raen “pouezusoc’h” ober  war-dro ar re all da gentañ. Ur stumm “diaes” a zo, e-lec’h ma ranker chom hep bezañ gwelet gant ar familh. Na welan ket mat ar pal setu ‘m eus ket klasket c’hoari er stumm-se.
Plijus-tre ‘m eus kavet an eilmouezhiañ. Aktourez mouezh Linda he deus ur prantad fromus kenañ ha deuet brav-tre ganti. Sioul eo an aergelc’h, fentus eo gwelet traoùigoù o cheñch en ti a feur ma zaer war-raok gant an istor. N’eus ket kalz tra d’ober anat deoc’h, n’eo na vil na brav ar c’hoari met lakaat a ra da brederiañ war temoù a zo boutin d’an holl a gav din. Goulenn ar c’hoari a zo “Daoust hag eñ c’hall unan bennak tizhet e bal hag ober war-dro e familh war memes tro?” N’eus respont ebet, disheñvel e vo ar respont evit pep hini hervez ho toare da c’hoari, ho tibaboù.
Laouen-tre on bet gant ma fin (daoust ma n’echu ket mat pep tra, dre ret), n’halle ket bezañ gwelloc’h d’am soñj ha fromet on bet gant lodennoù zo eus an diskoulm a zo bet souezhadennoù, disammoù ha heñvel ouzhin d’am soñj. Setu perak na glaskin ket c’hoari en-dro, gant aon distruj ma istor hag ober dibaboù na vefent ket heñvel ouzhin just evit gwelet petra c’hallfe c’hoarvezout. Gwelloc’h vefe din komz diwar-benn ar fin gant tud all o defe c’hoariet ivez 🙂 Daoust m’eo disklaeriet e cheñch an darvoudoù bep tro evit kaout dibaboù nevez.
Kuzuliañ a ran d’an holl re a blij dezho c’hoarioù kontet mat hag e lec’h ma c’haller kaout ul levezon war an diskoulm pe evit an dud a zo dedennet gant an temoù.

C’hoari PC ha Mac diorroet hag embannet gant Orthogonal Games, 10 a viz Kerzu 2013. (skeudennoù diwar lec’hienn ar c’hoari)

Advertisements

Ur respont to “The Novelist”

  1. […] eus an ti. Me gav din n’eo ket abalamour da se e rank an endro chom hep cheñch (sellomp ouzh The Novelist, a dremen bepred en un ti ivez)… Ha reiñ neuze muioc’h a draoù evit boueta an istor […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: