Dielloù evit Genver, 2014

Philomena

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2014 by geekezig

philomenaN’em boa ket lennet kalz tra diwar-benn Philomena p’on bet o welet ar film. Ur film diazezet war istor un Iwerzhonadez eo. Bet e oa en un doare gouent evit ar merc’hed yaouank dougerez, evel m’eo taolennet er film The Magdalene Sisters. Eno e veze gwerzhet ar vugale da Amerikaned pinvidik (gant ma oant katoliked). Chomet eo mut Philomena diwar-benn-se e-pad pell spontus. Ur wech erru kozh e fell dezhi adkavout he mab. Gant sikour ur c’helaouenner kollet e labour gantañ e kavo anezhañ.
Un istor spontus ha fromus eo hini ar plac’h-se. Klasel kenañ eo ar film met deuet brav eo an darempred etre an daou den : ar plac’h kozh a live sokial etre, jentil ha brokus hag an den desket met leun a gasoni. Pep hini a zesko traoù.
Ur film plijus eo da welet neuze. Un tamm souezhet on bet gant an istitloù avat, dreist-holl ar mare ma santer eo hegaset ar c’helaouenner gant an Iwerzhoniz (respont a ra “yes, yes, cheers” d’an dud a lâr “sláinte”. E galleg ne oa ket istiltet “sláinte” hag e lâre “santé” ar paotr, e-unan…). Ma!

Film sevenet gant Stephen Frears. Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika, Frañs. (war ar skrammoù abaoe an 8 a viz Genver) 2014, 1e38.

Sightseers

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 27, 2014 by geekezig

sightseersUr c’houblad a ziviz mont da vakañsiñ war ar maez e Bro Saoz. Un tamm iskis eo he mamm dezhi ha vad a raio dezho mont kuit un tammig. Mont a reont da gampiñ ha da weladenniñ a bep seurt traoù. En ur mirdi bennak eo direnket bras ar paotr gant un den difoutre ha dizoujañs. Hep ober a-ratozh e flastront anezhañ gant o oto. Nec’het int un tamm met kenderc’hel a reont gant o beaj. Tamm-ha-tamm, diouzhtu pa vezont hegaset un tammig gant unan bennak e vez lazhet ganto.
Kavout a raen fentus a-walc’h ar mennozh diazez. Met re vuan e lazhont tud peogwir int gwarizius ha pas hepken peogwir int “touristed hegasus” (buan e teuont int o-unan da gaout techoù euzhus ouzhpenn). Marteze eo neuze ur film a ra goap diwar-benn an douristed? N’on ket deuet a-benn da welet ar fent aze kennebeut. Displijus spontus eo ar c’houblad ha ne seblantont ket evurus asambles. Poan ‘m eus bet neuze o kompren da belec’h e oa an traoù o vont. Ur sapre dipit evidon-me.

Film sevenet gant Ben Wheatley, Rouantelezh-Unanet, 1e29, (26 a viz Kerzu) 2012.

The Secret Life of Walter Mitty

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 27, 2014 by geekezig

The-Secret-Life-of-Walter-MittyM’ho peus gwelet film brudañ The secret Life of Walter Mitty ho po ur mennozh mat eus petra eo ar film, kazi tout penn-kentañ ar film a zo diskouezet.
Walter Mitty a zo un den boutin-tre. Ne c’hoarvez netra ispisial gantañ met ur sapre hunvreer eo! (Hag e gwirionez n’eus ket kalz traoù all boutin d’an danevell orin)
Un degouezh en e labour a lak anezhañ da seveniñ a-benn ar fin traoù a felle dezhañ ober pell ‘zo, a-raok na varvfe e dad a-daol trumm.
Plijus ‘m eus kavet ar prantadoù hunvreoù (daveoù da filmoù all hag all), an istor karantez, ‘m eus kavet gwirheñvel ha na gemere ket re a blas a-benn ar fin. Ur film a ro c’hoant da veajiñ hag a lak da brederiañ war an traoù laosket a-gostez evit abeg pep abeg.
Kavet ‘m eus e oa fentus, brav ha me ‘zo sur eo onest da vat Ben Stiller en e oberenn. Vad a ra seurt filmoù a-wechoù!

Film sevenet gant Ben Stiller, SUA, 2013 (war skrammoù ar c’hwec’hkorn abaoe ar 1añ a viz Genver 2014), 1e54.

Le carnet de Théo 3 : Tous en scène

Posted in Levrioù with tags , , , , on Genver 26, 2014 by geekezig

carnet_theoSetu erru karned diwezhañ Théo, a zo erruet e 1añ L. Ur bern traoù a c’hoarvezo ganti ar bloaz-mañ : dipit e-keñver karantez, mignoned nevez met ivez un tamm sach-blev gant reoù zo, mignonezed iskis he zad da c’houzañv, hag all hag all.
Plijus ‘m eus kavet bepred (ha laouen e oan e vefe tudennoù zo o tiskouez dezhi pegen torr-penn hag emgar e c’hall bezañ a-wechoù!), aet eo kalz war-raok Théo ha moarvat e tremeno mat an traoù eviti da c’houde. Trist on un tamm da laoskel anezhi avat, c’hoant em befe bet gouzout petra c’hoarvez gant Keith hag Alice, daoust ha dibab a raio mont da studial an tresañ pe c’hoazh gwelet Takeshi en-dro (e-unan?)…
Ma, evel-se e c’hall pep hini ijinañ. Un dastumad skañv, fentus ha memestra gwirheñvel eo Le carnet de Théo. Laouen on da vezañ bet dizoloet anezhi hag he bedig!

Romant skrivet gant Eléonore Cannone, tresadennoù gant Sinath. Embannet gant Rageot, 16 a viz Here 2013.

Tsukushi

Posted in Levrioù with tags , , , , on Genver 20, 2014 by geekezig

TsukushiDav, pevare romant ar rummad, diouzhtu! (an eil ‘m eus ket bet tro da lenn c’hoazh hag ar pempvet ‘vo embannet e miz Ebrel war a seblant) Ne oa ket fall ouzhpenn peogwir e vez heuliet tudenn Yûko e-barzh Tsukushi. He buhez ur wech erru trizek vloaz he merc’h a vez heuliet, o tizoloiñ traoù diwar-benn he gwaz. Kregiñ a ra an traoù gant un dudenn sur eus he dibaboù ha laouen-tre gant he buhez (ret eo lârat n’eo ket fall, anat!) met tamm-ha-tamm e sil enni mennozhioù gwarizi, nec’h ha kerse.
N’am eus ket kavet souezhus-tre ar pezh a vez dizoloet, met heverk ur wech ouzhpenn eus tuoù hegasus ar gevredigezh japanat e lec’h ma rank hêr un ti bank bras kuzhat piv eo evit bevañ “evel m’eo dleet”.
Trist ur wech ouzhpenn met daoust da bep tra e kavan eo kontet gwelloc’h romantoù SHIMAZAKI Aki pa vezont kontet gant paotred. Plijet en deus din gwelet an tu all da istor Takashi avat. Ha piv a vo heuliet neuze ar wech o tont?

Romant skrivet gant SHIMAZAKI Aki. Embannet gant Leméac hag Actes sud d’an 9 a viz Even 2012.

Papers, please

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , on Genver 19, 2014 by geekezig

papers_pleaseUnan eus c’hoarioù iskisañ 2013 eo Papers, please. Kalzik kaoz am eus klevet a-hed 6 miz diwezhañ ar bloaz ha goude un distaol ez on kroget da c’hoari gantañ.
En ur vro faltazius doare URSS, Arstotzka, e labouromp da lakaat an dud da dremen pe get an harzoù. Etre miz Du ha Kerzu 1982 e tremen an traoù. Bemdez ez eus reolennoù nevez (paperoù ouzhpenn da c’houlenn gant an dud, tud resis da glask (torfedourien) ha me oar me).papers_asantAn deiz kentañ e vez implijet ar sielloù asant pe nac’h hepken. Da c’houde e vo tu da ziskouez ar pezh na ket gant ar paperoù (niverenn paseporzh disheñvel, ment na glot ket hag all), ober gant un arm evit gwareziñ an harzoù, gervel ar gwarded evit tud a lak reuz (paperoù faos, armoù ganto), lakaat ur siell evit displegañ abeg an nac’hadenn hag all. An degemer hag un doare burev evit merañ ar paperoù hon eus dirazomp hepken. Gwelet e vez ivez ur sell a-bell eus al lostad tud hag an harzoù dre vras. Ret eo merañ mat an nebeut a blas hon eus ha sellet pizh ouzh an traoù ha selaou mat eus pezh a lâr an dud ha tout (n’eus ket tu da nac’h an holl evit gounit amzer!).papers_furchalHervez an niver a dud bet gwelet e vez kontet hor c’hopr ha bemdez eo ret paeañ al lojeiz. Ar boued hag an tommerez a zo ouzhpenn, hervez hon c’hoant. Devezhioù zo ez eus ivez louzoù pe profoù da brenañ da izili hon familh (ur mab, ur wreg, un eontr, ul lez-vamm, ha marteze un nizez goude ur mare). Ret eo mont buan (evit gounit arc’hant), met hep ober forzh petra kennebeut rak goude daou fazi e vez telioù kastiz bep tro! Posupl e vo ivez gwellaat hon endro labour (gallout implijout berradennoù touchennaoueg evit mont buanoc’h, ar c’hoari a c’haller ober gant al logodenn hepken mod all) pe hor ranndi met uheloc’h e vo al lojeiz.papers_fin_deiz Tud zo o tremen an harzoù a ginnigo emglevioù (kas an dud da vezañ furchet da skouer, peogwir hon eus un emglev gant ar soudard, kemer perzh en un doare emsavadeg en ur laoskel tud resis da dremen) posupl e vo asantiñ  evit gounit gwenneien ouzhpenn.
20 fin a zo d’ar c’hoari met savet eo mat an doare da saveteiñ ha posupl eo adkregiñ adalek ul lec’h resis evit digeriñ un “hent” all. N’eus ket ezhomm da adkregiñ dre ret (nemet evit gwellaat ar stadegoù marteze ha chom hep ober fazi ebet da skouer). papers_istorUr peder eurvezh bennak a zo ezhomm evit ober ar mizvezh labour (31 devezh), met diaes ‘vo en ober en un tenn!
Ur wech bet ar fin “20” e c’haller c’hoari e mod “difin”. 3 mod a zo da zibab, ha posupl eo ivez dibab peseurt reolennoù a vo implijet (an niver a baperoù a rank an dud kaout evit tremen hag all). Tu ‘zo da welet ur renkadur eus ar c’hoarien er mod-se (dre steam).papers_difinUn dibab sonerezh ha neuz “cheap” a zo gant ar c’hoari met klotañ a ra penn-da-benn gant an aergelc’h. Tamm-ha-tamm e vo dibaboù d’ober, sikour den mañ den, laoskel torfedourien da dremen ma roont arc’hant, hag all hag all. Peadra da brederiañ war an divizoù a c’hallfemp ober : reolennoù da vat pe denelezh a-wechoù (na spontus on n’em santet pa ‘z eus bet goulennet sikour diganin gant ur plac’h ha gwelet e oa bet muntret dre ma faot ><)…
Pezh a zo torr-penn eo n’a ket pell a-walc’h a-wechoù : posupl eo laoskel hor familh da vervel hep na vefe grevus, traoù zo n’o deus ket kement a bouez (er c’helaouennoù an deiz war-lerc’h) evit ar pezh a c’hallfemp soñjal da gentañ.
Un dudenn dispar a zo avat, farsadenn ar c’hoari :  Jorji Costava!papers_jorjiUr c’hoari dedennus neuze met a c’hall ivez lakaat da “dreiñ sot” un tamm, gant e c’hoari a c’houlenn kalz aked hag a zo mekanikel da vat (hag a starta kalz ha buan!). Met goude ur mare e vezer efedusoc’h. Deuet on a-benn da gaout an holl trofeoù ouzhpenn (n’eo ket bet anat bepred!) met ket an holl finoù, ur bern anezho a zo “game over” neuze n’eo ket gwall dra! An teir fin wirion on deuet a-benn da dizhout. 🙂
Ur mennozh iskis hag an disoc’h a zo deuet brav evidon-me.

C’hoari evit 1 c’hoarier, diorroet hag embannet gant Lucas Pope. Da bellgargañ evit PC ha Mac abaoe an 8 a viz Eost 2013.

Mitsuba

Posted in Levrioù with tags , , , , on Genver 19, 2014 by geekezig

mitsubaN’on ket bet gouest da chom hep kemer Mitsuba el levraoueg en ur vont da rentañ Tonbo! ^^ Levr kentañ rummad nevez ar skrivagnerez eo. Ar wech-mañ e vez heuliet AOKI Takashi, un den a labour en un embregerezh vras. Ne soñj ket re en e vuhez personel peogwir e fell dezhañ gwellaat e statud en e labour. Ar pezh a ra digudenn peogwir e komz Mandarineg, Saozneg ha Galleg. Kinniget e vez dezhañ mont da labourat e Pariz, laouen bras eo. Pezh a zo, etretan en deus graet anaoudegezh gant Yûko, sekretourez en e labour ha fellout a rafe a-walc’h dezhañ kinnig dezhi mont gantañ da veajiñ…
Tudenn Tonbo a vez gwelet meur a-wech, ar pezh a oa plijus evidon. Ne oa ket memes spered gantañ avat, nec’het ma oa gant e labour ha tout. Ma. An dibaboù buhez a zo c’hoazh e kreiz ar jeu. Takashi na fell ket dezhañ eus un eured-emglev met pouez an arc’hant hag ar statud sokial a c’hall bezañ kreñvoc’h eget ar garantez. Trist-tre ‘m eus kavet al levr, leun a gerse. Hast ‘m eus da lenn lodennoù all an istor evit gouzout tuioù all an darvoudoù.

Romant skrivet gant SHIMAZAKI Aki. Embannet gant Léméac hag Actes Sud d’an 3 a viz Genver 2007.

%d bloggers like this: