The Hobbit : The Desolation of Smaug

The_Hobbit_The_Desolation_Of_SmaugPlijet-kaer e oan bet gant The Hobbit warlene, gant plijadur on bet o welet an eil lodenn neuze, dreist-holl e veze skignet e yezh orin HAG e High Frame Rate war memes tro! \o/ Plijadur an diskouarn hag an daoulagad war un dro 🙂
N’am eus ket bet ezhomm amzer da voaziañ d’an HFR ha n’on ket bet ken bamet hag ar wech kentañ met anat eo ar film koñfortusañ ‘m eus bet gwelet e 3D ar bloaz-mañ.
Ma neuze, kenderc’hel a ra troioù-kaer Bilbo hag ar c’horred. A-benn ar fin e oa an holl dammoù ‘moa soñj diouto el levr er film-mañ kazi. Kavet em eus e oa lusket gwelloc’h ar film-mañ (pas ken gorrek ha hir ma fell deoc’h) met pas ken hud. N’on ket bet kaset penn-da-benn. Marteze abalamour d’an efedoù ispisial (na gomprenan ket perak n’eus bet graet muioc’h a strivoù war an dachenn-se nondedie!). Anat eo avat ez eus bet kalz preder evit krouiñ ur saga logik gant Lord of the Rings. Tud ‘zo a lâro deoc’h ne servij da netra an “istor karantez”, pezh a zo gwir, met ne ra tamm drouk ebet kennebeut. Tudenn Throin a zeu splann da vezañ emgar. Daoust d’ur bern prantadoù dudius ez eus teñval kenañ ha nec’hus ar pezh a vez taolennet er film. Ne zisplij ket din an dibaboù-se. Petra lârat neuze eus tout lodenn ziwezhañ ar film gant Smaug? Un drugar e pep keñver kazi. Ha pebezh cliffhanger sot-nay! (Ha plijout a ra din kalz kanaouenn ar film ivez 😳 ) Ma, hast ‘m eus da welet an trede hini!

Film sevenet gant Peter Jackson. Stadoù-Unanet & Zeland-Nevez, 2e41, (er sinemaoù abaoe an 11 a viz Kerzu) 2013.

Advertisements

5 Respont to “The Hobbit : The Desolation of Smaug”

  1. Me ivez zo bet plijet, met va mab en deus kavet hir-kenañ ar fin gant Smaug (ha me, hir un tammig) 😉

  2. Ur film brav eo Bilbo Peter Jackson. N’eo ket The Hobbit avat. Dav eo mont da welet ar film evel ur film gouronfaltazi ha n’eo ket evel ur film diwar oberenn Tolkien anez ez eus peadra da sodiñ.

  3. […] a ra trede film an Hobbit diouzhtu goude fin an eil, pa tag Smaug Lake Town bremañ m’eo bet dihunet. Buan a-walc’h e krog emgannoù […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: