Thermæ Romæ 1

thermae-romae-1Ur manga souezhus eo Thermæ Romæ. Tremen a ra e Roma, anat deoc’h, da vare an azginivelezh. Un tisavour, o klask awen evit sevel gibelloù-foran a veaj betek Japan hirie an deiz. Du-hont e tañvao plijadurioù an onsen (ha traoù all) a-benn sevel traoù e Roma da c’houde. Treset kentoc’h brav eo ar manga, un ton fentus a zo met desket a vez ur bern traoù koulskoude (diwar-benn ar gibelloù-foran e Japan, an azgivinilezh hag all). Etre pep chabistr e kont ar vangakaez un tamm penaos he deus labouraet, dedennus-tre eo ivez! Berr a-walc’h eo ar rummad neuze e kendalc’hin da lenn gant plijadur!

Thermae-Romae-t1Manga skrivet ha treset gant YAMAZAKI Mari, embannet e galleg gant Casterman abaoe ar 14 a viz Meurzh 2012.

Advertisements

2 Respont to “Thermæ Romæ 1”

  1. Aliet eo bet din dija Thermae Romae setu e lennin da nebeutañ ar c’hentañ levrenn da welet. Souezhus ar sujed atav, cheñch ‘ra.
    Ur rummad all he deus kroget Mari Yamazaki hag a seblant deuet brav ivez war a seblant : Giacomo Foscari (istor un Italian o tivroañ da Japan er bloavezhioù 1960). Ur pennad a ro c’hoant gwelet e Télérama.
    http://www.telerama.fr/livres/giacomo-foscari-tome-1-mercure,104516.php

    • Ya, souezhus-tre met dedennus-kenañ e gwirionez! Deuet brav eo ganti. Seblantout a ra mat-tre ivez he levr nevez! Klask a rin e gavout el levraoueg. Trugarez dit! 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: