Mentalist – pempvet bloavezh

Panama RedN’em boa ket skrivet a bennad warlene diwar-benn pevare bloavezh Mentalist met n’eo ket abalamour da se e oan chomet hep sellet outañ… N’em boa ket kavet fall ouzhpenn! Evel boaz met traoùigoù a cheñche gant Lorelei oc’h erruout (mignonez da John le rouge) ha Patrick Jane o tont da vezañ drouk kazi!
Er pempvet bloavezh e krog sioul a-walc’h an traoù estreget e rank tud ar CBI kenlabourat gant reoù an FBI a ne blij-se da zen…
Evel boaz eo hir un tamm hag ur bern rannoù “da leuniañ” a zo, met leuskel un tamm Jane a-gostez evit ober war-dro Lisbon muioc’h ‘m eus kavet mat (Dedennus-tre hec’h enklask diwar-benn an den pinvidik ha galloudus) da skouer. Rannoù un tamm “fromus” a zo bet, gant merc’h Patrick, tad Rigsby, istor Laroche er fin… Dipitet on bet gant Van Pelt o vezañ a-gostez da vat pe ezvezant zoken met n’em c’houlenn a ran ma na oa ket dougerez an aktourez.
Mont a ra un tamm war-raok an enklask diwar-benn John le rouge memestra, a dammoù, hag er fin tout ez eo krennet “listenn” Patrick Jane, 7 den warni…
Ur bloavezh dudius, ur rekipe damheñvel gant un toullad prantadoù dedennusoc’h evit reoù all!

22 rann 42 munut bet skignet etre 30 a viz Gwengolo 2012 hag ar 5 a viz Mae 2013 war CBS er Stadoù-Unanet.

Advertisements

2 Respont to “Mentalist – pempvet bloavezh”

  1. ya dougerezh e oa. abalamour da se e ya d’ober ur “staj” urzhiater

    • Ya! Dija em boa merzet e oa filmet bepred azezet hag a dost, biskoazh ken war an dachenn hag ar staj urzhiataer a oa un tamm “too much” ^^
      Met bon, n’eo ket grevus 😀

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: