#Smartarded (Le cycle des NoéNautes 1)

smartarded-le-cycle-des-noenautesUr paotr plijus-tre eo Pouhiou. Diouzhtu e lak an dud en o aes, fentus eo, c’hoant hon eus da vezañ mignon gantañ. Bet e oan o selaou anezhañ o komz diwar-benn e dibab embann e levrioù frank a wirioù e miz Here. Goude-se e kave din e oa anat a-walc’h e klaskfen lenn anezho un deiz bennak!
Kroget on da lenn #Smartarded en tren an deiz all. Deoc’h da c’houzout ivez, e oa ar romant-se bet embannet a lodennoù war ur blog : ur pennad 4 devezh ar sizhun da 5e28 ha d’ar Gwener, un doare “making-off”. Iskis un tamm eo e stumm ul levr neuze, ne seblant ket dre ret ken “naturel”. N’eo ket ur skoilh kennebeut hañ!
Un ton distan-tre a zo er romant. Tud ‘zo a vo displijet, reoù all o do ar santimant lenn skrid ur mignon. Evidon-me e oa “lenn skrid ur mignon en deus ur c’heriaoueg un tamm groz na implijfen james met a seblant naturel p’eo an den-se” ^^
Souezhet on bet ivez o verzout e oa ral a-walc’h lenn levrioù e lec’h ma vez santet e gwirionez eo ur paotr an daneveller. Kement a levrioù a zo kontet gant paotred dre ziouer, padal pa vez kontet gant merc’hed e vez alies kaoz eus amzerioù, pegen tev on ma doue ha traoù all a seblant din gwall artifisiel dre vras. Aze e vez kaoz neuze eus sonnidigezh ha me oar-me… Sikour a ra da welout eo Enguerrand un den eus ar boutinañ tout, n’eo ket un haroz…
N’on ket bet jenet kement-se gant an hashtagoù a vez implijet gant Pouhiou a-dreuz hag a-hed (estreget unan pe zaou met ar re gant ur ster int, tapet on bet penn-da-benn!). Un tamm startoc’h e oa heuliañ al lusk abalamour d’an notennoù pe d’ar chabistroù “bonus” war ma lenner levrelioù. Ma…
Ur bern traoù ‘m eus desket, gwarizius da vat on eus tout an traoù a zo bet lennet ha studiet gant Pouhiou (sur on n’em bo james tra-walc’h a amzer evit mont da zeskiñ kemend-all! T-T) met c’hoant ‘m eus da lenn avanturioù a zeu an tudennoù plijus-tre a zo el levr hag evañ teoù meneget er romant ^^

Romant skrivet gant Pouhiou, embannet gantañ war noenaute.fr ha war baper gant Framasoft. 6 a viz C’hwevrer-7 a viz Even 2012.

Evit mont d’e bellgargañ pe d’e lenn en-linenn : http://noenaute.fr/livre-i-smartarted/

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: