L.A. Noire

lanoirePell ‘zo am boa prenet LA Noire ha c’hoariet ul lodenn vat ez eus ar c’hoari hep sevel ur pennad na netra. Dilezet ganin ar c’hoari em eus bet c’hoant da stagañ gantañ en-dro met adalek ar penn-kentañ evit kaout soñj mat.
Petra eo LA Noire? Kalzik reuz en doa graet pa oa deuet er-maez, soñj ‘m eus peogwir e oa unan eus ar c’hoarioù “kentañ” (ur bern reoù all a zo bet hag abaoe pell met n’ouzon ket perak aze e oa disheñvel) diazezet war c’hoari aktourien, gant teknik ar motion capture. Unan eus ar plijadurioù (evidon, d’an nebeutañ) a zo anavezout an aktourien neuze ^^
Ur c’hoari enklask eo gant traoù klasel : klask war lec’hioù an torfedoù pe e ti tud ha goulennata. l-a-noire-enUr wech an amzer ez eus ul luziadell, un den da heuliañ (dre guzh pe gant tizh bras) pe un emgann, tennadeg bennak ma trenk an traoù.lanoirefUn tu “open world” a zo ivez, pa vezer o vleniañ e c’haller respont d’ar pellgomz ha mont d’ober war-dro darvoudoù a c’hoarvez e Los Angeles.
Tremen a ra an traoù e 1947 pe war-dro. Cole Phelps omp, ur poliser eus ar c’hentañ bet soudard a-vor ha kaset da Japan e-pad an eil brezel bed, e Okinawa. Santet e vez ez eus c’hoarvezet traoù rak kil-selloù a zo war ar prantad-se. Diskoachet e vo an traoù tamm-ha-tamm.
Lodennoù dedennusañ ar c’hoari (evidon) a zo ar goulennata. Tu ‘zo da zibab ma lavar an test ar wirionez, kaout douetañs pe ma kont gevier (ha ret eo ur brouenn neuze). l-a-noire-gHervez an dudenn e vo ret kaout un doare ispisial da c’houlennata, dous pe kalet hag all. Fentus eo gwelet e c’hall mont en-dro un doare kalet met n’eo ket ordin anat! ^^
Mont a raio Phelps war-raok, cheñch servij. Gwelet e vo meur a doare enklask neuze (trafic, crime, vice…). Notennoù a vez e fin an enklask met n’eo ket gwall c’hrevus (4 steredenn war pemp em boa dre vras).
Plijus eo an aergelc’h me gav. Un tamm re eeun eo an haroz met ur bern istudennoù plijus-tre a zo, fent hag all. Un tamm hegaset e oan dre vras gant ar prantadoù heuliañ tud war droad pe bleniañ a gavan didalvoud a-walc’h (ya ya, ijinit petra lârfen diwar-benn GTA!). Ma na teuer ket a-benn an tamm “birvilh” goude teir gwech e c’haller tremen, n’am eus ket graet met a-wechoù ‘m eus ranket adkregiñ lodennoù zo ouzhpenn dek gwech >< Peadra da dennañ ar blijadur un tamm…
Traoù all a zo d’ober ivez neuze ur wech echu an istor (pe e-kerzh an enklaskoù) : dastum kazetennoù, kavout otoioù kuzh a bleniañ anezho, ha me oar. Un toullad “trofeoù” a zo ivez evel boaz.
Toellet a vezan en un doare aes a-wechoù ha prenet ‘m eus an enklaskoù ouzhpenn (DLC) evit c’hoari ganto. Un tamm dipitet on bet pa c’hoarien just an “afer” met reoù ‘zo ‘m eus bet tro da ober e-korf red an istor evel forzh peseurt enklask all hag aze e oa plijus. The Naked City, daoust d’ur bern prantadoù birvilh, a zo unan eus enklaskoù souezhusañ ha luzietañ ar c’hoari. E fin ar c’hoari e c’hoarvez ur cheñchamant bras a-walc’h (troc’het un tamm gant unan eus an enklaskoù ouzhpenn), er fin tout eo anat e oa enklaskoù evit klozañ an istor ha n’eo ket enklaskoù dedennus-tre a-fed c’hoari. Ma, anzav a ran on bet souezhet brav gant ar fin a zo spontus!
Ur bern temoù a zo er c’hoari met ar goubrenerezh a zo anat an hini pouezusañ.
Ma fell deoc’h c’hoari e kuzulian deoc’h prenañ ar stumm klok a zo deuet er-maez da c’houde evel-se e vo pep tra diouzhtu, anat. Ur c’hoari enklask plijus eo mod all gant un tu istorel kaset mat da benn, war evezh e vin ma teu a-benn tud Team Bondi da sevel c’hoarioù all.

C’hoari PC, XBox 360 ha PS3 diorroet gant Team Bondi hag embannet gant Rockstar Games, 20 a viz Mae 2011. PEGI 18+.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: