Snowpiercer

SnowpiercerEvel ur bern sevenourien korean a ra berzh, setu Bong Joon-ho o vont d’ober ur film etrevroadel. Diazezet war al levr BT gall Le transperceneige (bet embannet er bloavezhioù 80, senario gant Jacques Lob ha tresadennoù gant Jean-Marc Rochette) setu neuze e film nevez, ur film skiant-faltazi teñval ha feuls.
An denelezh a zo war vourzh un tren a ra tro ar bed, pep tra zo skornet en diavaez (goude bezañ klasket tallañ ouzh tommadur an hin). Ar re a zo e penn a-dreñv an tren a fell dezho kaout ur saviad plijusoc’h, kregiñ a reont un ensavadeg. Ur paotr tro 30 vloaz a zo e penn an ensavadeg-se a gaso un toullad anezho da dreuziñ o “zi” betek penn all an tren.
Un istor skiant-faltazi evel ur bern reoù all eo hini Snowpiercer met dedennus hag efedus ‘m eus kavet, daoust da draoù ‘zo bezañ anat a-walc’h er fin. Un toullad tudennoù plijus a zo (tad ha merc’h korean da skouer) ha souezhet on bet kentoc’h mat gant an haroz (ne c’hortozen ket kalz a dra, anzav a ran). A bep seurt lec’hioù a vez gwelet en tren (traoù un tamm iskis pe forzh petra a zo memes tra) hag a bep seurt yezhoù a vez klevet war vourzh an tren… Un tamm hegaset/heuget on bet gant ar feulster a zo un tamm a re evidon-me da vareoù zo (ijinit ‘ta!! Kavet ‘m eus ne zegase ket kalz tra ha n’eo ket dre ret filmet en un doare “kaer” pe dreistordinal) met ur bern traoù all a zo deuet brav. N’em eus ket kavet hir ma amzer na netra ha kurius a-walc’h vefen o lenn al levr BT orin bremañ.

Film sevenet gant Boog Joon-ho, Stadoù-Unanet, Korea ar Su ha Frañs, 2e06, (deuet er-maez war skrammoù ar c’hwec’hkorn d’an 30 a viz Here) 2013.

Advertisements

2 Respont to “Snowpiercer”

  1. Dedennus.
    N’eus nemet levrenn gentañ ar stirad a zo d’eus ar bloavezhioù 80 war a seblant (1984), an eil hag an trede o vezañ nevesoc’h (1999 ha 2000).
    Marteze ‘lennin ar BT a-raok gwelet an azasadur sine (e mediaoueg Kemper emañ al levrioù).
    E levraouegoù Roazhon e c’halli kavout ar BT (Champs-Libres & Longs-Champs war a seblant).

    • A ya! Ne oan ket aet da glask pell a-walc’h neuze.
      Te lâro din da ali ma lennez ha welez ar film da c’houde neuze.
      Trug met un doare all ‘m eus kavet evit e lenn… 😉 (n’hallan ket lârat penaos a-raok gouel fin ar miz :D)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: