Inside Llewyn Davis

Inside-Llewyn-DavisLlewyn Davis a zo kaner folk e deroù ar bloavezhioù 60. Kollet mik eo avat ha tamm gwenneg ebet gantañ. Heuliet e vo neuze o klask bod e ti mignoned a bep seurt, o vont da ganañ, o klask e hent… Kenjañ a raio gant a bep seurt tudennoù iskis. Komprenet e vo ivez abalamour da betra eo ken kollet Llewyn, amsklaer an traoù evitañ bremañ.
Un tammig fent a zo e film nevez ar vreudeur Coen met trist-kenañ eo dreist-holl. Brav-tre eo ar c’hanaouennoù, a vez klevet klok bepred. Laouen on bet o welet Carey Mulligan en ur rol un tamm disheñvel, (daoust d’he zudenn bezañ euzhus!) em eus adtapet un tamm fiziañs enni. Souezhet on bet da vareoù zo gant ar skeudenn a seblante lipet betek re, kazi dispis, met brav eo memestra. N’eo ket dousaet an aergelc’h gant straedoù New York ha Chicago e-pad ar goañv, er c’hontrol…
Ur film iskis eo un tamm, a vo kavet souezhus gant amatourien ar vreudeur Coen marteze ha daoust din soñjal ne oa ket ur flac’had ken bamus hag A Serious Man evidon, ez eo ur film eus ar pinvidikañ (ur bern traoù a chom direspont hag a c’haller prederiañ diwar o fenn e-pad ha goude ar film) hag ar fromusañ.

Sevenet gant Joel hag Ethan Coen, Stadoù-Unanet & Frañs, 1e45, (war skrammoù ar c’hwec’hkran abaoe ar 6 a viz Du) 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: