Tasmant en ti

golo-Tasmant-en-tiUr romant berr eo Tasmant en ti ha lennet e vez buan. Dezrevellet eo ar chabistroù e meur a stumm met lizhiri int dreist-holl.
Plijus-tre ‘m eus kavet da lenn ha dreist-holl lenn un istor faltazi evel-se e brezhoneg. Lusket eo mat, tamm-ha-tamm e weler an nec’hamant o kreskiñ ha ni ivez a grog da vezañ nec’het ha koulskoude e fell deomp gouzout hiroc’h, mont pelloc’h bepred, evel ar paourkaezh livour ha skrivagner a zo en istor.
Un tamm dipitet on bet gant ar fin marteze (ijinañ a raen ur fin digoroc’h marteze) met d’an nebeutañ e kloz an traoù. En un doare gwall drist avat…
Fentus eo ivez gwelet pegen cheñchet eo an traoù… D’ur mare bennak em boa ankounac’haet e oa bet skrivet hag e tremene an istor tro-dro da 1995. Piv a chomfe c’hwec’h miz hep klask keloù digant ur mignon bras hirie an deiz? ^^ (ar poent-se a vefe bet dedennus donnaat ouzhpenn, abalamour d’an darempred etre Adrián ha Taxeira… Ouzhpenn-se ne vez ket kaoz tamm ebet eus mignonez al livour ur wech eñ staliet en ti tasmantet…)
Ma, ur romantig a-feson!!

Pediñ a ran an holl da vont da lenn ali Stefan ivez, evel-just!

Romant skrivet gant Agustín Fernández Paz, embannadur vrezhonek e ti Sav-Heol, miz Here (?) 2013.

Advertisements

Ur respont to “Tasmant en ti”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: