Dielloù evit Kerzu, 2013

The Wolf of Wall Street

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 30, 2013 by geekezig

wolf-of-wall-streetMa komzan gant unan bennak diwar-benn The Wolf of Wall Street e c’hallin menegiñ ur bern tammoù ‘m eus kavet bamus da vat (ha me ‘zo sur ne vo ket dre ret memes re hag ar re all). The Wolf of Wall Street a zo hervez tud zo ur gomedienn. N’am eus ket kavet fentus ar film en e hollad. Evidon-me n’eo ket ur film fentus. Ur bern tammoù fentus a zo avat, en o-zouez pa vez tapet Jordan Belfort gant an FBI a-benn ar fin (ma-unan e oan o c’hoarzhin er sal d’ar mare-se). Er c’hontrol, ar prantad “fentusañ” (hervez ar pezh a lennan hag ar c’hoarzhadennoù er sal) ‘m eus kavet euzhus da vat met marteze on levezonet gant bezañ bet seizet dija ha n’eus netra fentus en-se (met anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet goude, e pad an emgann droch er gegin). Ma, daoust din pas kavout n’eo ket ur film “fentus” eo evidon-me unan eus gwellañ filmoù ar bloaz. Ur meskaj iskis-kenañ eo etre filmoù a “gaoze” gant ar seller, ur seurt katalog eus buhez un den pinvidik ha klañv (gant an dramm, ar rev ha me oar). Tud zo a gav eo hegasus ar film peogwir e seblant diskouez laeron evel Jordan Belfort evel un haroz, kool ha tout. Ar c’hontrol-mik eo bet evidon : Penaos e c’haller kavout kool un den a dremen e amzer o laerez ar re all, ober goap eus e genlabourerien (pe tud all, ar skouer iskisañ o vezañ pa vez touzet blev ur plav evit an dudi), en deus kasoni evit an holl na gaozeont ket saozneg (pe o deus un taol-mouezh estren) pe c’hoazh a wall e wreg didrabas? N’eo ket posupl. Met war memes tro, n’haller ket chom hep bezañ hoalet gant an dudenn, sur dioutañ ha barrek kenañ evit kemer ar gaoz. Kavet ‘m eus e oa kalz heverkoc’h evit filmoù all a dremen e bed an arc’hant bras. Paotr an FBI a zo ur gwir haroz met ret eo lârat eo Coach Taylor (ar gaozeadenn etrezo war ar vag a zo e-touez gwellañ prantadoù ar film evidon-me), fromet on bet spontus gant “e” fin, santet e vez splann un doare keuz (me an hini a zo er metro evel ur paourkaezh den) ha war memes tro ul loc’h divent (ha peadra ‘zo paotr!)
Hir eo ar film met tremen a ra evel un ten. Bamus eo ur wech ouzhpenn Leonardo DiCaprio met se na gavan ket souezhus kement-se a-benn ar fin ^^”
E-touez ar prantadoù dispar ‘m eus kavet ar gaozeadenn gant ar banker suis (^^), pe c’hoazh ar gwall just a-walc’h a ziskouez splann ur bern skouerioù eus feulster en ur c’houblad. Ar prantadoù e lec’h ma kemer Jordan Belfort ar gaoz dirak tud e embregerezh a zo bamus a-walc’h ivez, santet e vez aze e nerzh hag e levezon, moarvat e vefemp bet holl touellet gantañ ivez. Direnkus-kenañ eo hag evel-just eo leun a rev hag a dramm. Dibaboù sonerezh a-feson a zo, a lak prantadoù zo da vezañ heñvel ouzh klipoù pe bommoù bruderezh, un doare keuz eus ar bloavezhioù taolennet? Piv oar, met anat e krou un aergelc’h plijus. Ur film spontus eo me gav met savet en un doare ken ampart (war ur bern tachennoù) m’eo bamus.

Film sevenet gant Martin Scorsese. Stadoù-Unanet, 2e59, (25 a viz Kerzu) 2013.

Advertisements

The Lunchbox

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Kerzu 30, 2013 by geekezig

THE_LUNCHBOXUr vicher a zo e Indez : kas ha degas boestoù boued d’an dud er burevioù. Pretioù a ginnig reoù hag ar gwragez a brient ar re all. Perak ‘ta ne gas ket an dud o fredoù ganto diouzh ar beure? N’ouzon ket. Met forzh penaos na vefe film ebet hep an diazez-se.
Ila a glask souezhañ he gwaz ha klask spisoù ha rekipeoù nevez, pezh a zo, ec’h erru he boued war burev un den n’eo ket tamm ebet he gwaz! Souezhet bras eo eñ. Buan a-walc’h e kompren Ila n’eo ket bet debret ar boued prientet ganti gant he gwaz, divizout a ra lakaat ur gerig an deiz war-lerc’h el lunchbox a gas. Ha setu lañset an istor : un eskemm lizhiri etre daou zen un tamm digenvez. Tamm-ha-tamm e tizoloont an eil egile hag eben. Saajan a zo un den gwelet evel emgar/drouk, met gwall drist eo abaoe m’eo marv e wreg. Ila a ra war dro he merc’h, a gaoze gant he amezegez hag a gred emañ e gwaz gant ur wreg-kleiz bennak. Traoù ar vuhez… N’eo ket ur gomedienn romantel avat, ur bern traoù start a zo (meneget a-us ha traoù all ouzhpenn) ha start a-walc’h e seblant an traoù e Indez memestra. Digor eo ar fin ouzhpenn, hervez ma fell deoc’h krediñ e c’hallo echuiñ mat pe fall an traoù.
Gorrek-tre eo lusk The Lunchbox, heuliet ‘vez an eskemmoù hag an deizioù hir o tremen. N’eo ket displijus avat, evel-se e weler e gwirionez buhezioù an tudennoù. Fent a zo ha reiñ a ra c’hoant tañva ur bern boued ha klevout c’hwezh ar spisoù e kegin Ila. Ur film plijus ha pas ken skañv hag a seblant bezañ.

Film sevenet gant Ritesh Batra. Indez, Frañs, Alamagn, Stadoù-Unanet, 1e 44, (er sinemaoù abaoe an 11 a viz Kerzu) 2013.

Magistratus : Overtura

Posted in Filmoù with tags , , on Kerzu 29, 2013 by geekezig

magistratus_overturaAr sizhun tremen e oa bet lâret gant skipailh Nolife e vefe diskouezet ur film european d’ar Sul da noz e oan souezhet un tamm. Ur film amatour eus Izel-Vroioù ouzhpenn-se, gant un aergelc’h krennamzerel hag un diazez faltazi. Magistratus a gont istor ur gevredigezh gant div ouenn : ruben ha caerulen, reoù sañset troet war an nerzh ha reoù all war ar skiant. An diforc’h brasañ a zo kentoc’h donezonoù ar c’haerulen a c’hall neuze profitañ evit tapout ar galloud. Ur prantad a beoc’h a zo bet met ur strollad tud a grog da dagañ ha lazhañ caerulen, ha temzañ a ra-se ar gasoni. An istor n’eo ket dreistordinal, pell alese. Un tamm manikean en deus seblantet din, daoust d’an traoù bezañ “luziet” (anat eo ez eus caerulen zo o hisañ an traoù da skouer) eo klasel da vat. Ma, daoust ha se eo ar pouezusañ en ur film amatour? Ket dre ret. Dreist-holl pa ‘z eus kement a draoù bamus tro-dro : aktourien a-feson, dilhad ha lec’hioù a sikour da grediñ en istor, emgannoù filmet mat. Da vareoù ‘zo e santer an diouer a arc’hant gant dibaboù talennoù a-dost pe traoù a seurt-se, moarvat evit kuzhat un diouer a c’houleier pe traoù all, met un nerzh eo deuet da vezañ rak ur bern talennoù a zo neuze dic’hortoz da vat ha brav eston. Ur souezhadenn a-feson evidon-me.
Spi ‘m eus e vo un heuliad, spi ‘m eeeeus! (ha dreist-holl, spi ‘m eus e vo c’hoazh e Nederlandeg!)

Film sevenet gant Kris Patmo ha Thijs Meuwese. Izel-vroioù, 1e33, 2012 (bet skignet er skinwel e Frañs d’an 22 a viz Kerzu 2013).

The Hobbit : The Desolation of Smaug

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 27, 2013 by geekezig

The_Hobbit_The_Desolation_Of_SmaugPlijet-kaer e oan bet gant The Hobbit warlene, gant plijadur on bet o welet an eil lodenn neuze, dreist-holl e veze skignet e yezh orin HAG e High Frame Rate war memes tro! \o/ Plijadur an diskouarn hag an daoulagad war un dro 🙂
N’am eus ket bet ezhomm amzer da voaziañ d’an HFR ha n’on ket bet ken bamet hag ar wech kentañ met anat eo ar film koñfortusañ ‘m eus bet gwelet e 3D ar bloaz-mañ.
Ma neuze, kenderc’hel a ra troioù-kaer Bilbo hag ar c’horred. A-benn ar fin e oa an holl dammoù ‘moa soñj diouto el levr er film-mañ kazi. Kavet em eus e oa lusket gwelloc’h ar film-mañ (pas ken gorrek ha hir ma fell deoc’h) met pas ken hud. N’on ket bet kaset penn-da-benn. Marteze abalamour d’an efedoù ispisial (na gomprenan ket perak n’eus bet graet muioc’h a strivoù war an dachenn-se nondedie!). Anat eo avat ez eus bet kalz preder evit krouiñ ur saga logik gant Lord of the Rings. Tud ‘zo a lâro deoc’h ne servij da netra an “istor karantez”, pezh a zo gwir, met ne ra tamm drouk ebet kennebeut. Tudenn Throin a zeu splann da vezañ emgar. Daoust d’ur bern prantadoù dudius ez eus teñval kenañ ha nec’hus ar pezh a vez taolennet er film. Ne zisplij ket din an dibaboù-se. Petra lârat neuze eus tout lodenn ziwezhañ ar film gant Smaug? Un drugar e pep keñver kazi. Ha pebezh cliffhanger sot-nay! (Ha plijout a ra din kalz kanaouenn ar film ivez 😳 ) Ma, hast ‘m eus da welet an trede hini!

Film sevenet gant Peter Jackson. Stadoù-Unanet & Zeland-Nevez, 2e41, (er sinemaoù abaoe an 11 a viz Kerzu) 2013.

Contagion

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 25, 2013 by geekezig

contagionUr film diwar-benn ur c’hleñved-red eo Contagion, anat deoc’h. Ul laz-film eo ivez, e lec’h ma vez heuliet un toullad tudennoù er bed a-bezh (met er Stadoù-Unanet dreist-holl…) e-kerzh prantad red ar c’hleñved. Ur gwaz a goll e wreg, mezeien o klask remedoù ha doare da sioulaat an dud/kelaouiñ anezho a-benn na ledfe ket ar c’hleñved, ur plac’h eus an OMS o vont da Hong-Kong (e lec’h m’eo bet kontammet ar plac’h gentañ), ur blogour iskis a glask gounit arc’hant o reiñ keleier leun a zisfiz war divizoù ar gouarnamant hag all. Dedennus a-walc’h eo ar selloù disheñvel, santet e vez splann levezon “c’hwitadenn” an H1N1 evit sevel ar senario. Plijet on bet dreist-holl gant an tu tro-dro da skipailhoù Atlanta met kavet ‘m eus e oa bet dilezet kalzik tudenn Marion Cotillard e Hong-Kong da skouer (goude ur prantad n’eus ket kaoz outi ken kazi). Un tamm digempouez an traoù neuze. N’eo ket displijus da sellet, pell alese, met n’on ket bet kendrec’het penn-da-benn kennebeut.

Film sevenet gant Steven Soderbergh. Stadoù-Unanet, Emirelezhioù Arab Unanet. 1e46, 2011.

Mentalist – pempvet bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Kerzu 25, 2013 by geekezig

Panama RedN’em boa ket skrivet a bennad warlene diwar-benn pevare bloavezh Mentalist met n’eo ket abalamour da se e oan chomet hep sellet outañ… N’em boa ket kavet fall ouzhpenn! Evel boaz met traoùigoù a cheñche gant Lorelei oc’h erruout (mignonez da John le rouge) ha Patrick Jane o tont da vezañ drouk kazi!
Er pempvet bloavezh e krog sioul a-walc’h an traoù estreget e rank tud ar CBI kenlabourat gant reoù an FBI a ne blij-se da zen…
Evel boaz eo hir un tamm hag ur bern rannoù “da leuniañ” a zo, met leuskel un tamm Jane a-gostez evit ober war-dro Lisbon muioc’h ‘m eus kavet mat (Dedennus-tre hec’h enklask diwar-benn an den pinvidik ha galloudus) da skouer. Rannoù un tamm “fromus” a zo bet, gant merc’h Patrick, tad Rigsby, istor Laroche er fin… Dipitet on bet gant Van Pelt o vezañ a-gostez da vat pe ezvezant zoken met n’em c’houlenn a ran ma na oa ket dougerez an aktourez.
Mont a ra un tamm war-raok an enklask diwar-benn John le rouge memestra, a dammoù, hag er fin tout ez eo krennet “listenn” Patrick Jane, 7 den warni…
Ur bloavezh dudius, ur rekipe damheñvel gant un toullad prantadoù dedennusoc’h evit reoù all!

22 rann 42 munut bet skignet etre 30 a viz Gwengolo 2012 hag ar 5 a viz Mae 2013 war CBS er Stadoù-Unanet.

Thermæ Romæ 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Kerzu 25, 2013 by geekezig

thermae-romae-1Ur manga souezhus eo Thermæ Romæ. Tremen a ra e Roma, anat deoc’h, da vare an azginivelezh. Un tisavour, o klask awen evit sevel gibelloù-foran a veaj betek Japan hirie an deiz. Du-hont e tañvao plijadurioù an onsen (ha traoù all) a-benn sevel traoù e Roma da c’houde. Treset kentoc’h brav eo ar manga, un ton fentus a zo met desket a vez ur bern traoù koulskoude (diwar-benn ar gibelloù-foran e Japan, an azgivinilezh hag all). Etre pep chabistr e kont ar vangakaez un tamm penaos he deus labouraet, dedennus-tre eo ivez! Berr a-walc’h eo ar rummad neuze e kendalc’hin da lenn gant plijadur!

Thermae-Romae-t1Manga skrivet ha treset gant YAMAZAKI Mari, embannet e galleg gant Casterman abaoe ar 14 a viz Meurzh 2012.

%d bloggers like this: