Doctor Who – bloavezh 3

Season-3-doctor-whoSetu neuze trede bloavezh Doctor Who ! Ober a reomp ar wech-mañ anaoudegezh gant Martha Jones, ur saozez yaouank o studial da vezañ mezeg, hag a c’haio da veajiñ gant an Doctor. Etre daou on… Plijus-tre eo tudenn Martha ha c’hoarzhet ‘m eus meur a wech, e gwirionez. Ar bloavezh a dremen buan avat, abalamour d’an niver a rannoù doubl. N’int ket dre ret fall hañ met poan ‘m eus bet o santout darempred Martha hag an Doctor o kreñvaat pe traoù a seurt-se. Laouen on avat o vezañ dizoloet ar “weeping angels” a-benn ar fin 😀 (“gwerzhet” e oa bet din ar stirad a-drugarez da-se, e-touez traoù all) ha dedennus ‘m eus kavet ivez tout an traoù tro-dro d’an “eurier” a c’hall kuzhat an Time Lord e stumm un den. Un toullad traoù dedennus neuze ha dudius evel-just met un disterig muioc’h a draoù tro-dro da Vartha (ha nebeutoc’h a “o, ne sell biskoazh ouzhin, bouhou”) a vefe bet gwelloc’h din!
Peadra da lidañ ivez an embannadur DVD gall : istitloù e saozneg a c’haller dibab HA rann ispisial Nedeleg a zo kinniget! Un tamm preder ‘zo bet e ti an embanner war a seblant (a-benn ar fin!)…

Stirad saoz krouet gant Russel T Davies ha Steven Moffat e 2005, skignet gant ar BBC (ha France 4 e c’hwec’hkorn). 13 rann 45mn bet skignet evit ar wech kentañ etre ar 25 a viz Kerzu 2006 hag 30 a viz Even 2007.

Advertisements

2 Respont to “Doctor Who – bloavezh 3”

  1. vardick Says:

    Ha gwell-ouzh-gwell eo ar stirad! (Goude ma’z eus abadennoù gwannoc’h eget re all.)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: