Vampyres

vampyresUn teulfilm iskis-tre eo Vampyres. E-pad un tri bloaz bennak en deus klasket ar sevener filmañ bed iskis ar “vampyre”, ul luskad underground bedel. Tud a soñj dezho bezañ disheñvel diouzh ar re all, a fell dezho degemer o lodenn “loen” hag a soñj dezho bezañ bouetaet gant an dud all (dre ar gwad pe dre “nerzhioù” all). Tamm-ha-tamm e vez degemeret ar sevener hag e c’hall mont da gomz gant pennoù-bras “tiez” zo, pe mont da welet lidoù zo.
A bep seurt tudennoù a vez gwelet er film neuze. Tud o klask un doare da n’em wiskañ un tamm dic’hortoz hepken, da cheñch korf mab-den (dent beget, tatoo, piercing ha traoù iskisoc’h), reoù all a glask un doare da vevañ pe da brederiañ (tud o klask ur relijion koa), reoù dedennet gant an tu revel evel-just (kalz liammoù gant doareoù sado-maso a c’haller gwelet) pe traoù nec’husoc’h c’hoazh.
Un tamm droch e seblant bezañ pennoù-bras al luskad hag o doare da welet an traoù (na welan ket mat petra fell dezho, estreget nerzh ha brud en o metou). Dedennus a-walc’h e oa gwelet Sebastiaan (unan outo) o kejañ gant ur gall a anzav bezañ ur “blood fetish” da skouer. Er fin avat ez eus traoù e gwirionez start da welet hag ar fin diwar-benn Japan n’am eus ket kavet sklaer a-walc’h (n’am eus ket komprenet c’hoazh petra c’hoarvez en davarn). Ma, techoù “teulfilm” hegasus a zo a-wechoù, diskouez alies ar merc’hed en noazh hag all a-benn reiñ un tu sexy d’an traoù, ha nebeut a gomprener a-benn ar fin. Nec’hus-tre em eus kavet hag un tamm jenet on bet goude… N’ouzon ket ma felle din dizoloiñ ar bed-se a-benn ar fin!

Teulfilm gall sevenet gant Laurent Courau, 1e30, 2007.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: