Game Over : Le règne des jeux vidéo

GameOverUr sell un tamm nevez a zo gant Game Over : Le règne des jeux vidéo. Ne vo ket kontet istor ar c’hoarioù video pe traoù evel-se met kentoc’h heuliet tud disheñvel, o deus un darempred bennak gant ar c’hoarioù video. Jenova Chen, krouer ar c’hoarioù Flower ha Journey, ur psikologourez a studi (er film) darempred an dud (a c’hoari da c’hoarioù doare MMORPG) gant o zudenn, hag ur “goldfarmer” sinat. Ur pouez bras a zo gant ar c’hoarioù en-linenn, a vez c’hoariet a-gevret gant tud all met meneget e vez ivez doareoù c’hoarioù all evel-just. Daoust din pas bezañ bet desket kalz tra (estreget al lodenn diwar-benn ar goldfarmer. N’on ket souezhet met n’on ket boaz d’ar c’hoarioù-se neuze n’ijinen ket ar pouez a c’helle seurt “embregerezhioù” kaout) ‘m eus kavet e oa plijus da sellet ha nevez un tamm ar c’hemenn a vez treuzkaset. (Ma fell deoc’h, e c’haller sellet c’hoazh eus an teulfilm betek an 10 war Arte+7.)

Teulfilm gall sevenet gant Hervé Martin-Delpierre, 52 munutenn, skignet war Arte d’an 3 a viz Du 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: