言の葉の庭 (Kotonoha no Niwa / The Garden of Words)

the-garden-of-wordsUr film berr eo The Garden of Words. Berr evel un istor karantez a bad un hañvezh. Berr evel prantad ar glaveier a-raok an tommder gorr.
Lisead eo AKIZUKI Takao ha c’hoant en deus da ober botoù goude. Studial a ra kalz. Plijout a ra ar glav dezhañ ivez ha c’hwitout kentelioù evit mont da bourmen e liorzh Shinjuku pa ra glav. Du-hont e kav ur plac’h koshoc’h, oc’h evañ bier hec’h unan. Tamm-ha-tamm e savo karantez etrezo o daou. N’eo ket gwall zedennus an istor karantez, n’eus netra dreistordinal, n’eo ket fromus-tre, n’eus pal resis ebet d’an istor e gwirionez. Pinvidigezh ar film a zo e lec’h all : e kaerder ar gweledva, en natur, er glav. Brav eston eo ar film, ur aergelc’h peoc’hus, dous, barzhoniel e kreiz Tokyo. Deuet brav eo an tu-se neuze a zo evidon un digarez d’e welet daoust da simplder an istor mod all.

Film bevaat japanat sevenet gant SHINKAI Makoto (d’an 31 a viz Mae) e 2013, 46 munut.

Advertisements

2 Respont to “言の葉の庭 (Kotonoha no Niwa / The Garden of Words)”

  1. ar skeudenn-mañ zo brav-eston dija !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: