Castles in the Sky

Castlesinthesky0Castles in the Sky a zo eus ar simplañ tout. Ur paotrig o lammat a dreuz koumoul. Buan e vez tizhet ar fin met n’eo ket grevus. Castles in the Sky a zo e gwirionez un istorig da gontañ a-raok mont da gousket, un istor vrav, a lak da hunvreal, da soñjal…
Leun a varzoniezh hag a hiraezh eo. Santadoù a bep seurt a zo deuet din e-kerzh ar veajig-se. Gweledvaoù o tremen a dreuz prenestr un tren, prantadoù o chom da sellet ouzh an heol o vont da guzh pe ouzh ar stered en noz du, ar bed o tihuniñ, o kenderc’hel, an dud oc’h eskemm, dreist d’ar pellder, ur bern traoù brav, dreist deomp evel hiniennoù met anat ha brav. Nag ur blijadur eo bet gwelet ar c’hwibu-luc’h o tont tro-dro din… Na brav ‘m eus kavet frazennoù, klotennoù zo, mennozhioù zo (kleizhennoù al loar da skouer), o nijal en oabl gant sikour ar sonerezh dous…
N’eo ket dres ur c’hoari neuze, met kreñv eo memestra! kitesC’hoari PC ha Mac. Diorroet hag embannet gant The Tall Trees, 18 a viz Here 2013. (skeudennoù diwar lec’hienn ar c’hoari)

Advertisements

Ur respont to “Castles in the Sky”

  1. […] The Sensational December Machine a zo ur gontadennig “c’hoari” digoust kinniget gant ar studio Simogo. Ur seurt profig Nedeleg ma fell deoc’h, tu ‘zo deoc’h e bellgargañ amañ. Ne bad ket pell tamm ebet ha n’eus netra ispisial d’ober estreget lenn an istor. Brav eo an tresadennoù met n’on ket bet kendrec’het gant an istor ha displijet un tamm gant an doare da ginnig ar c’hoari (war skramm ma urzhiataer d’an nebeutañ) peogwir n’hallen ket lenn mat ar frazennoù da vareoù zo. Setu, ma fell deoc’h lenn ur gontadennig, m’ho peus pemp munutenn da abuziñ, perak ket! Met anzav a ran e oan bet kalz plijetoc’h gant Castles in the Sky. […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: