Billy Bat 1

billy-bat-1Un tamm war-lerc’h an eil brezel bed e tremen darvoudoù Billy Bat. Un treser comics a orin japanat a glev lârat ez eo diazezet e dudenn vrudet war ul levr bannoù-treset japanat. Divizout a ra neuze mont da enklask er vro-se.
Buan e c’hoarvez traoù iskis spontus gantañ, liammet gant un askell-groc’hen, du pe gwenn ha zoug chañs pe dichañs. Ouzhpenn-se e c’hoarvez an holl draoù evel er bannoù-treset, evel pa vefe tonket pep tra…
Daoust din kaout un tamm disfiz (n’ouzer ket re da belec’h emañ an traoù o vont) e kavan kevrinus istor Billy Bat hag e fell din gouzout hiroc’h. Dedennus eo ar mare istorel (santet e vez eo stegn an traoù, gant ar soudarded amerikan e bro Japan) ha santet e vez un tamm sorc’hennoù an aozer, en o-zouez un doare “urzh” kozh-Noe.billybatManga, senario gant NAGASAKI Takashi hag URASAWA Naoki, tresadennoù gant URASAWA Naoki. Embannadur c’hallek e ti Pika (rummad Pika Seinen), 14 a viz Meurzh 2012.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: