Dielloù evit Du, 2013

Silver Spoon 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Du 25, 2013 by geekezig

Silver-spoon-1-kurokawaUr bern tud a zo bet souezhet gant Silver Spoon, ur manga o tremen en ul lise labour-douar. Ar vangakaez a ziskouez deomp un endro a anavez mat, hini hec’h enezenn, Hokkaido, ha metou micherel he familh. Dre tudenn ul lisead ne oar ket mat perak eo deuet aze e vo dizoloet a bep seurt micherioù ha loened, tuioù mat ha fall al labour-douar. Un tamm droch eo Yûgo (an haroz), na oar tamm tra ebet diwar-benn an natur e gwirionez met ur c’hempouez mat a zo etre fent ha “kentelioù”. Brav ‘m eus kavet da skouer dizoloiñ ar redadegoù kezeg-labour hengounel e Hokkaido (ban’ei). Liesseurt eo abegoù ar grennarded da vezañ el lise ha moarvat e vo dizoloet traoù all tamm-ha-tamm. Ur manga dic’hortoz ha dedennus!
silver-spoon-t1-02Manga skrivet ha treset gant ARAKAWA Hiromu, embannet e galleg gant Kurokawa abaoe ar 14 a viz C’hwevrer 2013.

Phoenix Wright : Ace Attorney – Dual Destinies

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Du 25, 2013 by geekezig

untitledPegeit zo e oan o c’hortoz pempvet c’hoari Ace Attorney ? Se neuze…
Da hanternoz d’ar 24/10 e oan kennasket evit e bellgargañ met ne oa ket posupl. D’ar 24 da noz neuze ‘m eus graet war-dro ar bellgargadenn. Ar wech kentañ din pellgargañ ur c’hoari “bras” evel-se, met n’eus ket da zibab ar wech-mañ. C’hwi oar a-walc’h!
Tremen a ra ar c’hoari goude hini Apollo Justice. Daou zarvoud a zo bet e bed ar justis hag o deus lakaet an dud da gaout disfiz eus ar sistem. Ur prantad teñval eo gant doareoù izel (falz-prouennoù hag all). Kregiñ a ra ar c’hoari pa erru Athena Cykes da labourat e ajañs Wright. Ur plac’h leun a startijenn eo ha studiet he deus psikologiezh ar pezh a c’hall sikour anezhi e-kerzh an testenioù.
Un enklaskig evit pleustriñ a zo, ha bec’h d’ar c’hoari! A bep eil e c’hoarier gant tudennoù disheñvel (Apollo, Athena, Phoenix). Ur prokulor nevez a zo ivez, un den a zo toullbac’het er mare-mañ. Un den sirius…
Ur c’hoari Ace Attorney klasel eo : enklaskoù ha prantadoù el lez-varn. Un toullad nevezentioù a zo, en o-zouez filmoù bevaat!! phoenix-wright-animeAdvouezhiet penn-da-benn e saozneg (a ya, e saozneg emañ ar c’hoari, dres evel Miles Edgeworth…) ha plijus! Daoust ha levezonet e vefe bet Capcom gant c’hoarioù Layton? Ma. Aesoc’h eo ivez an doare da enklask, un doare sin a zo ur wech bet sellet ouzh an traoù ar pezh a vir ouzhimp da lenn dek wech memes tra (ar pezh a c’halle c’hoarvezout gwechall), n’eo ket droch! Ouzhpenn eo bet prederiet un tamm gant an 3D : al lec’hioù a c’hall bezañ furchet gant meur a “sell” (evel ma vefemp o treiñ en ur pezh pas just o sellet ouzh un daolenn 😉 ) rak ya, ankounac’haet ‘m eus lârat deoc’h eo bet lakaet e 3D ivez an tudennoù, evel e Layton abaoe m’emañ ar c’hoarioù war 3DS. Kalz nebeutoc’h a boan ‘m eus bet o voaziañ aze, n’ouzon ket perak (peogwir e oan kustum dija marteze ‘walc’h!). Aesoc’h eo ivez abalamour d’ar “game over”. Pa reer fazioù el lez-varn e vez kollet “buhez” hag e c’haller neuze “koll”. Gwechall e oa ret adkregiñ e lec’h ma oa bet savetaet ar wech diwezhañ. Bremañ ec’h adkroger dres er mare kollet, gant buhez en-dro ha sikour evit gouzout da beseurt mare eo ret diskouez ur brouenn d’an test. Un tamm re aes met ma c’hoarvez ur wech bennak eo kentoc’h un dra vat e plas adlenn ur prantad hir da skouer… Tro ‘vo da implij galloud Apollo hag hini ar psyche-locks ha dizoloiñ hini Athena. Athena he deus ur robot bihan a sikour anezhi da santout fromoù an dud e-pad o zesteni. Pa vez “trouz” tro-dro d’un testeni e talvez e kuzh an test un dra bennak, dre vras peogwir o deus aon eus ur santad bennak (perak bezañ laouen pa c’hoarvez ur gwallzarvoud da skouer). Ar “mood matrix” eo se ha kentoc’h plijus eo. Phoenix_wright_ace_attorney_dual_destinies_mood_matrixTamm-ha-tamm e vo startoc’h kavout ar santadoù na glotont ket ha da vareoù zo e vo kement a drouz e vo ret diskouez d’an test Petra a lak anezhañ da sodiñ.
Da vareoù zo ivez a-benn emdreiñ an afer (a-raok ar fin neuze) e vez un doare “goulennaoueg” evit adprederiañ war an traoù ha penaos kaout ur sell nevez. Ne servij ket da galz tra met perak ket.
Tort ‘m eus kavet an trede enklask ha plijus-tre an daou er fin a zispleg evel-just piv eo Blackquill (ar prokulor) ha petra ‘zo c’hoarvezet gant Athena, hag o liamm gant ar justis.
Fromus eo zoken ha d’ur mare zo e gave din e c’hoarvezfe un dra dic’hortoz mik e rummad Ace Attorney.
Un tamm dipitet on bet marteze gant an eiltudennoù, n’int ket ken heverk hag er c’hoarioù kentañ (an testoù hag all) met laouen bras on bet o welet tudennoù ‘zo o tont d’ober un tamm tro (daou brokulor hag ur vignonez a-gozh! 😉 ). Diriaou tremen on bet o pellgargañ an DLC (“Turnabout Reclaimed”) a zo kerik met ur gwir afer ouzhpenn eo ha fentus a-walc’h ouzhpenn. N’eo ket ur redi tamm ebet (un tamm ‘maez steuñvenn ar c’hoari eo) met evit ur fangirl daonet eveldon… Ur rummad dilhad ouzhpenn a zo ivez da bellgargañ met aze n’eus tamm pal ebet, n’int ket dreistordinal ouzhpenn (met digoust e oant en deizioù kentañ).
Ma, n’eus ken nemet gortoz Professor Layton VS Ace Attorney bremañ! ^^

C’hoari diorroet hag embannet gant Capcom, da bellgargañ war eShop an 3Ds abaoe ar 24 a viz Here 2013 (DLC Turnabout Reclaimed abae an 21 a viz Du 2013), PEGI 16.

La lignée

Posted in Levrioù with tags , , on Du 25, 2013 by geekezig

la-ligneePell ‘zo am boa merzet romant Guillermo del Toro. An deiz all neuze, pa ‘m eus gwelet al levrenn gentañ war stalennoù al levraoueg em eus bet c’hoant da gregiñ ganti.
Un c’henlabour gant ur romantour polis eo, Chuck Hogan e anv.
Tremen a ra an traoù e deroù ar bloavezhioù 2000, pa chom a-sav ur c’harr-nij o paouez pradañ. N’eus tamm goulou ebet, den o tont ‘maez, den o respont, prennet pep tra.
Pa vez digoret al lestr e vez kavet tud-varv hepken pe dost (4 den a zo chomet bev). Ephraïm a labour e CDC (Center for Disease Control, ur greizenn evit evezhiañ ar c’hleñvedoù, anat deoc’h) a ra war-dro an teuliad. Tamm-ha-tamm e tizoloont gant e skipailh ur bern traoù iskis, met re ziwezhat eo. Ar re varv a zo savet en-dro ha tagañ a reont tud e kêr. Un den kozh, Abraham, a oar eus petra ‘zo kaoz : un drouk spontus ha kozh.
Frammet eo al levr un tamm evel ur film, kalz tudennoù a zo ha mont a ra un tamm buan a-wechoù. Poan ‘m eus bet o c’houzout bepred eus piv ‘oa kaoz pe o vezañ dedennet gant tudenn-mañ-tudenn. N’eo ket fall an istor avat, kevrinus da vat peogwir e vez dizoloet an elfennoù tamm-ha-tamm. Plijus eo ivez an diforc’h etre ar sunerien-gwad marv, zombied un tamm anezho hag ar re vev, poan spontus ganto ha n’hallont ket stourm ouzh o sec’hed/naon nevez daoust dezho gouzout eo fall. Ur stumm disheñvel da welet an tudennoù faltazi-se. Santet e vez traoù a zo boutin a-walc’h da oberenn Guillermo del Toro, istor Abraham Setrakian hag e enebour o vezañ liammet da vat gant an eil brezel bed da skouer. Nec’hus eo fin al levrenn ha reiñ a ra c’hoant a-walc’h da c’houzout petra c’hoarvezo da c’houde.
Un hollad un tamm digempouez met dudius!

Romant skrivet gant Guillermo del Toro ha Chuck Hogan, bet embannet e galleg e ti Presses de la cité e 2009.

La légende de Korra – Livre 1 : L’Air

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Du 24, 2013 by geekezig

korraA-benn ar fin! Poent e oa d’an DVD gall dont er-maez rak skuizh oan o c’hortoz evit gwelet Korra! Ur stirad o tremen e bed Avatar le dernier maître de l’air eo. Tremen a ra an traoù ur wech erru kozh pe marv tudennoù ar stirad kentañ. Marv eo Aang hag un avatar nevez a zo neuze : ur plac’hig eus pobl an dour. Ur wech krennardez e vestroni mat traoù zo met poan he deus gant an aer hag ar preder an tu speredel eus he c’harg. Mont ar a neuze betek kêrbenn ar bed : Republic city da zeskiñ gant mab Aang ha Katara : Tenzin.
E Republic city e tizoloio ur bern traoù, ur vuhez nevez. Kemer a raio perzh en ur sport a blij d’an holl : emgannoù mistri (unan dour, tan ha douar e pep skipailh) da skouer. Evel-just e c’hoarvezo traoù nec’husoc’h : adalek ar penn-kentañ e verz ez eus ur strollad tud o klask stourm a-enep ar mistri. Un den masklet, Amon, a zo gouest da dennañ o c’halloud digant ar mistri zoken. Un den eus an dañjerusañ neuze!
Disheñvel eo aergelc’h Korra eus hini Avatar me gav, abalamour d’ar vuhez e kêr (ne veajont ket) dreist-holl. Un tamm cheñchet eo ar gevredigezh, kudennoù nevez a vez gwelet neuze (politikerezh ha buhez er gevredigezh gant minorelezhioù).
Brav eo bepred (un tamm re a 3D a zo avat evidon-me) ha fentus spontus. Ne gavan ket ken mat advouezhiañ gallek ar stirad-mañ met n’eo ket fall memestra, Bolin o vezañ an hini advouezhiet ar gwellañ evidon-me. Tudennoù dispar a zo (Lin!) ha bepred eo luzietoc’h an traoù evit ma seblantont da zigentañ (sioù a zo gant ar re jentil ha komprenet e vez abegoù ar re zrouk). Un heuliad a-feson neuze!
Gwall baour eo an embannadur gall evel ma oa hini Avatar : galleg dre ret (!!) ha bonus ebet, ur vezh!

Stirad bevaat amerikan krouet gant Michael Dante DiMartino ha Bryan Konietzko, skignet gant Nickelodeon. 12 rann 25 mn bet skignet adalek an 12 a viz Ebrel 2012.

Dexter – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Du 23, 2013 by geekezig

 

DEXTER (Season 4)Na gav ket din bezañ bet komzet eus Dexter amañ. Plijet e oan bet spontus gant ar bloavezh kentañ, un tamm nebeutoc’h gant an eil hag hegaset gant an trede. Met fin ar bloavezh a roe c’hoant gouzout hiroc’h. Setu e felle din adstagañ “un deiz bennak”. Daoust a levezonet on bet gant fin ar stirad? (a zo bet skignet nevez zo, e ken kas n’ho pefe ket bet mignoned o komz diwar-se tro-dro deoc’h) N’ouzon ket met divizet ‘m eus kregiñ da sellet en-dro.
Plijus-kenañ e oa adkavout aergelc’h nec’hus Miami gant a bep seurt traoù nevez e buhez Dexter…
Plijet on bet gant tudenn Trinity hag an doare bam en deus Dexter evitañ, gant Debra o klask war-lerc’h lazher Lundy (hag ivez mestrez he zad…), gant Rita a fell dezhi gouzout muioc’h a draoù diwar-benn Dexter… Al lodenn-se siwazh n’he deus ket kement a bouez hag a soñje din, me gav eo un tamm re simpl an doare m’en deus Dexter da laoskel e familh a-gostez. Dedennus kenañ ‘m eus kavet ivez ar pezh a c’hoarvez pa “fazi” Dexter. Un tamm hegasetoc’h on bet gant istorioù LaGuerta/Angel pe Quinn hag ar gelaouennerez met bon.
Daoust d’unan bennak bezañ bet diskuilhet din fin ar bloavezh pell ‘zo (amzer ‘moa bet da ankouez!) on bet spontet-mik gant fin ar bloavezh, kouezet penn-da-benn en trapoù a zo a-raok evit lakaat da grediñ ec’h echuo mat. Etre daou on neuze peogwir em boa lennet e oa posupl chom a-sav gant Dexter aze, peogwir e kloz ar stirad en un doare efedus (gwir eo) padal e teu da vezañ forzh petra da c’houde. Petra soñj deoc’h?

Stirad amerikan skignet gant ar chadenn Showtime. 12 rann 50 mn bet skignet e 2009 evit ar bloavezh-mañ.

Le bleu est une couleur chaude

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Du 22, 2013 by geekezig

bleucouleurPetra ‘ta, un eil pennad diwar-benn Le bleu est une couleur chaude ?
Ya tudoù, distroit da lenn hini ar c’hantread, met setu bremañ ma hini peogwir ‘m eus lennet al levr bannoù-treset a-benn ar fin!!

N’on ket bet o welet film La vie d’Adèle ha n’ouzon ket ma rin abalamour d’ar barnadennoù fall am eus klevet ha lennet tro-dro din pe war ar rouedad. Gwelloc’h ‘oa din lenn al levr BT orin neuze. Le bleu est une couleur chaude a zo un istor karantez, o kregiñ er bloavezhioù 90 ha goude. Clémentine a zo ur grennardez voutin o vevañ e Lille, ur mignon he deus met santout a ra n’eo ket n’he bleud gant ar paotr e keñver rev, c’hoant. Chom a ra sorc’hennet gant ur plac’h he blev glas bet gwelet e kêr ha tro he do da gomz ganti ha da vevañ un istor karantez ganti da c’houde.
Le bleu est une couleur chaude a ziskouez un istor karantez evel kant mil all (gwarizi, sotoni, touellerezh met ivez evel-just teneridigezh, plijadur hag ur bern traoù plijus all). Pezh a zo, e c’hoarvez etre div blac’h ‘pezh n’eo ket anat da zegemer er gevredigezh. Plijet on bet gant an doare da gontañ (Emma a zo o lenn deizlevr Clémentine e gwirionez) hag an tresadennoù. Gwenn-ha-du dreist-holl, gant livoù da vareoù zo hepken…
Evel-just ez eus traoù simpl, implijet en ur bern istorioù karantez a-benn reiñ dezho un tu fromus. Ha neuze? Mont a ra en-dro ha deuet brav eo, ken gwir e seblant santadoù zo. Un istor vrav a guzulian groñs.Le-bleu-est-une-couleur-chaude-plancheSkrivet ha treset gant Julie Maroh, embannet e ti Glénat abaoe an 31 a viz Meurzh 2010.

Hell School 1 : Rituels

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 16, 2013 by geekezig

hell_school1gSouezhet on bet o welet Hell School el levraoueg ar sizhun-mañ. Lakaet en deus da soñj din en emvod labour diwezhañ em boa bet gant ar strollad a ra war-dro ar bannoù-treset… Ma! Soñj ‘m eus em boa kavet e seblante plijus. Istor ur skol iskis eo hini Hell School, ur skol cheuc’h war un enezenn, gant doareoù start-tre. Bep bloaz e rank ar skolidi nevez tremen ur sizhunvezh gwallgaserezh a-benn bezañ degemeret. Daou lisead a nac’h diouzhtu kemer perzh ha raktal e vezont lakaet a-gostez neuze. Tamm-ha-tamm e teuio splann ez eus kalz sekredoù el lise-se hag ur bern traoù iskis…
Kevrinus a-walc’h eo istor Hell School, met mankout a ra un draig, n’ouzon ket petra… Daoust hag eñ e kavan re simpl an tresadennoù (re “vugel” marteze) ? Pe re eeun an tudennoù evit ar mare ? Me gav din e c’hallo dont da vezañ dedennus-kenañ met gwir eo n’eo ket anat luskañ un istor adalek al levrenn gentañ… Da welet, marteze.hell_school_1d

Senario gant Dugomier, tresadennoù gant Ers. Embannet e ti Le Lombard, 11 a viz Genver 2013.

%d bloggers like this: