Prisoners

PrisonersUr film polis klasel eo Prisoners hag un doare film-dial ivez. Plijadur ‘m eus o sellet ouzh ar film met un toullad sioù en deus a lak anezhañ da seblantout gwanoc’h evit m’en defe gallet bezañ.
En ur vannlev sioul emañ daou familh o lidañ Thanksgiving, boued mat ha plijadur. An div verc’h yaouankañ a ya da c’hoari er-maez ha ne vezont ket adkavet. Ur c’hamping-car a oa nepell ha kavet e vez ur paotr yaouank iskis-kenañ e-barzh a c’hallfe bezañ ar skraper, met roud ebet eus ar merc’hedigoù…
Daoust din bezañ bet souezhet d’ur mare zo gant ur frazenn a vez lavaret ha ne oan ket kement-se o c’hortoz an “twist” (klasel-kenañ ivez pa soñjer mat) em eus kavet torr-penn e vefe ken gorrek an enklask (divinet ‘vez diouzhtu ez eus un dra iskis d’ur mare zo ha pell war-lerc’h e vez dalc’het kont…).
An tu dial ivez a zo hegasus en ur stumm peogwir n’eus tu ebet da vezañ tost ouzh tudenn an tad (chaseour, parano, broadelour amerikan, klañv gant an alkool hag all) ha dre ret e kaver anezhañ sot ha nec’hus. Kevrinus eo tudenn Alex anat, m’eo zoken m’en deus skrapet ar merc’hed, eo spontus ar pezh a ra Keller dezhañ. Kalz gwirheñveloc’h ‘m eus kavet an eil familh.
Un toullad prantadoù brav a zo (prantad ar morzhol da skouer pe c’hoazh en oto evit mont d’an trummadoù) met re c’horrek eo an traoù ha ne vez ket diskrivet a-walc’h buhez an tudennoù (Loki ar poliser, a seblant iskis da skouer : ur walenn frañ-mason gantañ, ur bern tatou ha digenvez-tre met ne vo gouezet tra).
Ma, ur film da sellet ur wech d’ar Sul da noz, kentoc’h plijus eo da sellet memes tra met arabat e dielfennañ re!

Film amerikan sevenet gant Denis Villeneuve, (war ar skrammoù abaoe an 9 a viz Here) 2013, 2e33.

Advertisements

2 Respont to “Prisoners”

  1. […] a zo displeget, ar skipailh polis a labour kentoc’h mat, meur a wech ‘m eus soñjet e Prisoners ha soñjet memestra ne oa ket memes live gant an doareoù da gontañ an darvoudoù. Un tamm […]

  2. […] piv ‘oar… ?😀 (Soñj ‘m eus e oan bet displijet a-walc’h gant Prisoners ivez neuze marteze eo liammet gant doare da seveniñ Denis Villeneuve… Nag a […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: